Mont d’an endalc’had

Retorik

Eus Wikipedia
Delwenn d'ar vuzenn Polimnia[1].
Cicero o tiskuliañ Catilina.
Alegorienn ar retorik.

Ar retorik, eus ar ger latin rhetorica, deuet eus ar gregach ῥητορικὴ τέχνη [rhêtorikê], hag a c'haller treiñ gant « prezegerezh[2], a lavarer ivez helavarouriezh[3] pe ivez dareulerezh[4], eo « arz ar prezeg », da lavarout eo « arz ar prezeg mat», eus an anv rhêtôr, troet gant « prezeger », eo arz ar c'hendrec'hiñ , dre ar gomz perurvuiañ. Ganet eo an arz-se e Sikilia er Vvet kantved kent JK, hervez ar vojenn, ha degaset da Aten gant ar sofour Gorgias, ma vleunias e metoù an dud a lezenn hag ar politikerezh.

Brudet eo levr Aristoteles, Ar Retorik, (ΤΕΧΝΗΣ ΡΗΤΟΡΙΚΗΣ e gregach, Ars Rhetorica, e latin), diwar-benn arz ar c'hendrec'hiñ , savet er IVe kantved kent JK.

  1. Graet e marmor en IIvet kantved. Kavet e ti Cassius nepell diouzh Tivoli en 1774.
  2. Retoric er C'hatholicon, 'retorik e Geriadur Hemon-Huon, hag e Geriadur Al Liamm.
  3. E geriadurioù Vallée, Reun ar Glev, e Geriadur Hemon-Huon, hag e Geriadur Al Liamm.
  4. E Geriadur Ménard.