Mont d’an endalc’had

Anatol ar Braz

Eus Wikipedia
Anatol ar Braz
Anatol ar Braz
Poltred tennet eus Contes bretons
embannet gant Charles A. Bruce, e 1915
Anv ofisiel Anatole Jean François Marie Lebras
Anv pluenn Anatole Le Braz
Obererezh Romantour, daneveller, barzh, dastumer folklor
Ganedigezh d'an 2 a viz Ebrel 1859
e Sant-Servez (e kumun Duaod d'ar mare-se), Breizh
Marv 20 a viz Meurzh 1926)
e Menton
Yezh skrivañ Galleg
Enorioù Priz Archon-Despérouses
Marc'heg al Lejion a enor
Ofiser al Lejion a enor
Oberennoù pennañ
La Légende de la mort en Basse-Bretagne,
Les Saints bretons d'après la tradition populaire en Cornouaille,
Le Gardien du feu

Anatol ar Braz, ganet e Sant-Servez d'an (2 a viz Ebrel 1859 ha marvet e Menton, d'an 20 a viz Meurzh 1926) a voe ur c'helenner skol-veur, ur prezegenner hag ur skrivagner diwar-benn Istor ha hengounioù [Breizh|Vreizh]]. Gouestlet eo e oberenn d'e vro, d’ar romantelezh ha d’ar c’hoariva keltiek, danvez e dezenn e 1904. Engouestlet e voe er stourmoù politikel goude ma voe lakaet da gentañ prezidant ar c'hKevredigezh Vroadel Breizh. Gwelloc'h e kavas skrivañ e anv gant ur Z abalamour ma kave hegasus bezañ anvet "le bras" gant ar c'hallegerien na zistagent ket an S.

Anatol ar Braz[1] a oa bet ganet e Sant-Servez (Aodoù-an-Arvor). Bet e oa e dad, Nikolaz ar Bras, o labourat evel mestr-skol e skolioù publik un tamm e pep lec’h e Breizh, e Treger dreist-holl. E vamm, Jeanne ar Gwiader, a oa skolaerez ivez. Tremen a reas eta e vugaleaj e Bulien, Plouilio, Planiel, Ploubêr ha Perwenan. Pa oa bugel e tremene ivez ar vakañsoù e Bro-Dreger, ha gant ar vro-se dreist-holl eo bet awenet holl e oberenn.

Deskiñ a reas latin gant person Plouilio kent mont da lise impalaerel Sant-Brieg e 1869. Roet eo bet e anv d’al lise e 1928 ha treuzkaset d'ar a skolaj a zo anezhañ hiziv an deiz. Prientiñ a reas un aotreegezh war al lizhiri e Pariz hag an agregadur prederouriezh na echuas ket abalamour d’e yec’hed. Kement-se ne viras ket outañ a gaout ur post kelenner war ar brederouriezh en Etampes (1884), goude bezañ deut da vezañ agregad war ar yezhadur. Distreiñ a reas da Vreizh da gelenn da Lise Kemper, e 1886. Eno e voe kelenner war an istor, an douaroniezh hag al lezennouriezh. Ar post-se an hini a roas lañs d’e c’halvedigezh skrivagner.

Dimeziñ a reas e 1890 gant Augustine Donzelot, un intañvez, tri vugel dezhi, ha tri krouadur a voe ganet dezho, pa veze tri c'hoar pe vreur dezhañ o chom ganto ha desavet gant skoazell e c'hoar goshañ, Jeanne. E 1898 e prenas daou di-soul evit sevel un annez hañv, ar c'h-Kestellic er Porzh-Gwenn.

Dont a reas da vezañ prezegenner-studi e skol-veur lizhiri Roazhon e 1901 ha goude se kelenner eus 1906 da 1924. Kelenn a reas da gentañ lennegezh c'hallek an XVIIIvet kantved hag al lennegezh vrezhonek.

Pa voe o vont da vakansiñ er Pozh-Gwenn a-raok kregiñ gant e bost kelenner e Roazhon en doe bet keloù m'o doa kollet o buhezioù e dad hag e vamm-gaer, e beder c'hoar hag e zaou vreur-kaer hag e niz e-doug ur peñse e-maez da Landreger. Mantret-marv e voe gant an taol-mañ. Neoazh e tifennas e dezennoù e skol-veur ar Sorbonne e 1904 hag e voe anvet da gelenner war al lennegezh c'hallek e Roazhon.

Bet e voe ivez karget a gefridioù kelenn e Bro-Suis hag er Stadoù-Unanet.

Goude marv Augustine Donzelot, e 1906, ez eas d'ober un droiad prezegennoù d'ar Stadoù-Unanet. Ur prezegour ampart ha bourrus e oa ha kalz beajoù a reas da Bro-Suis, ha, dreist-holl d'ar Stadoù-Unanet e lec'h ma reas anaoudegezh gant e eil gwreg. E 1911 e tistroas d'ar vro da gomz da-geñver gouelioù savet evit lidañ an Unvaniezh e Roazhon. Daoust da eneberezh ar re a oa er gouarnamant e tisplegas e brezegenn e brezhoneg. Bevañ a reas er Stadoù-Unanet e-pad ar Brezel bed kentañ hag atizañ a reas an Amerikaned da gemer perzh er brezel dre e brezegennoù evel ma c'houlenne ar gouarnamant gall digantañ. Addimezas a reas gant Henriet Porter, un delennourez stadunanat. Lazhet e voe e vab, Robert, war an talbenn e 1915 ha mervel a eure e eil wreg ivez e 1919. Addimeziñ a reas gant un Amerikanez all : Mari Lusinda Davison e 1921 e Pariz. Adkregiñ a reas da gelenn e Roazhon e 1920 hag eñ klañv dija. Mervel a reas 5 bloaz goude, e Menton diwar ur c'holl-gwad trumm. Douaret eo e Landreger e 1928 lec'h oa bet savet ur peulvan kizellet gant Armel Beaufils evit e enoriñ[2].

Skridoù hag engouestladurioù evit Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Kemper e krogas da zastum kanaouennoù-pobl eus Breizh gant Fañch an Uhel. Kas a rae ivez studiadennoù da benn oc’h atersiñ peizanted ha moraerien eus ar vro, hag o tastum e-giz-se sonioù, marvailhoù ha mojennoù eus ar pobl. E 1890 e teuas er-maez Sonioù Breizh-Izel, skrivet gantañ ha gant Fañch an Uhel, a voe loreet gant ar priz Thérouanne.

Da-heul e enklaskoù e embannas ivez Mojenn an Ankou (La Légende de la mort), Sent Breizh hervez hengoun ar bobl (Les Saints bretons d'après la tradition populaire) hag E bro ar pardonioù (Au Pays des pardons). Siwazh ne skrivas e oberennoù nemet e galleg daoust dezhañ da vezañ dastumet anezhe e brezhoneg.

E miz Eost 1898 e teuas da vezañ prezidant an Kevredigezh Broadel Breizh krouet e Montroulez da-heul gouelioù. E 1899 e teuas da vezañ ezel eus an Association des bleus de Bretagne. Kannad Breizh e voe en Eistezvod Kerdiz ha degemeret e voe da varzh gant an anv "Skrew ar Mor".

  • La Chanson de la Bretagne, barzhoneg, 1892
  • Tryphina Keranglaz, barzhoneg, 1892
  • La Légende de la mort en Basse-Bretagne, 1893.
  • Les Saints bretons d'après la tradition populaire en Cornouaille, 1893-1894.
  • Au pays des pardons,[3] 1894.
  • Pâques d'Islande, danevelloù, 1897.
  • Vieilles histoires du pays breton, 1897
  • Le Gardien du feu, romant, 1900.
  • Le Sang de la sirène, danevelloù, 1901.
  • La Légende de la mort chez les Bretons armoricains, adembannadur kresket eus La légende de la mort en Basse-Bretagne, 1902.
  • Cognomerus et sainte Trefine. Mystère breton en deux journées, testenn ha troidigezh, 1904
  • Contes du soleil et de la brume, danevelloù, 1905.
  • Ames d'Occident, danevelloù, 1911.
  • Poèmes votifs,[4] 1926.
  • Introduction, Bretagne. Les guides bleus, Pariz, Hachette, 1949
  • La Bretagne. Choix de texte précédés d'une étude, La Recouvrance, Roazhon, 1995 (ademb.), 255 p.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Yann-Bêr Piriou, Il était une voix… Anatole Le Braz, Roazhon, Apogée, 1999.
  • Magies de la Bretagne, 2 levrenn, Robert Laffont, 1994, dastumadenn Bouquins