Mojenn an Ankou
Mojenn an Ankou zo un dastumad a bemzek danevell – kant pajenn ennañ – gant ar skrivagner tregeriat Anatol ar Braz, bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1986.
Gant Pêr Denez e oa bet savet ar rakskrid anezhañ, e-lec'h ma kemenn al lennerien n'eus nemet an danevell gentañ – Tro Mari-Job ar Gergeno hec'h anv – a oa bet skrivet e brezhoneg gant ar Braz, bet troet ar pevarzek all gant Erwan ar Moal.
An danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu ar pemzek danevell :
- Tro-Mari-Job ar Gergeno, embannet evit ar wech kentañ er gelaouenn Annales de Bretagne e 1902,
- An hini marv he danvez pried, e Kroaz ar Vretoned, Here-Kerzu 1911,
- Bizoù ar c'habiten,
- Kornedad butun Jozon Briant, e Kroaz ar Vretoned, Ebrel 1911,
- Seblant ar walenn eured, e Kroaz ar Vretoned, Ebrel 1911,
- Seblant an oc'hen, e Kroaz ar Vretoned, Mae 1911,
- Seblant ar roeñvoù, e Kroaz ar Vretoned, Mae-Mezheven 1911,
- Ar vamm a ouele re d'he mab, e Kroaz ar Vretoned, Gwengolo-Here 1911,
- Tro Gab Lukaz, e Kroaz ar Vretoned, Mezheven 1911,
- An Ankou pedet d'ar friko, e Kroaz ar Vretoned, Mezheven 1911,
- An hini a dremenas un nozvezh e-barzh ar garnel, e Kroaz ar Vretoned, Gouere 1911,
- Plac'h al liñsel, e Kroaz ar Vretoned, Eost 1911,
- Liñsel Mari-Jan, e Kroaz ar Vretoned, Gwengolo 1911,
- Nedeleg ar Chouanted, e Kroaz ar Vretoned, Kerzu 1912-C'hwevrer 1913,
- Istor Pask, e Kroaz ar Vretoned, C'hwevrer-Meurzh 1913.