Plouilio
Plouilio | ||
---|---|---|
An iliz katolik | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ploumilliau | |
Bro istorel | Treger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Plistin | |
Kod kumun | 22226 | |
Kod post | 22300 | |
Maer Amzer gefridi | Marcel Prat 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 452 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 71 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 101 m bihanañ 0 m — brasañ 133 m | |
Gorread | 34,69 km² | |
kemmañ ![]() |
Plouilio zo ur gumun eus Breizh e Treger, e kanton Plistin, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Plouilio, ouzh hanternoz, a zo stok ouzh genoù al Leger, etre Ploulec'h ha Tredraezh-Lokemo
Kumunioù amezek : Ploulec'h; Ploubêr; Plouared; Plouzelambr; Lomikael; Tredraezh-Lokemo
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
B. Tanguy : Eccl. de Ploemyliau, fin XIVvet; Ploumilliau, 1426; Ploemiliau, 1481
E. Vallerie : Plouemiliau, 1516; Plomelio, 1630
Diwar plou (ploe) hag anv sant Milio[2], a oa, hervez mammennoù 'zo (Dictionnaire des prénoms celtiques Albert Deshayes, Le Chasse-Marée/ArMen 2000, pp88–89), ur manac'h deuet eus Iwerzhon er Vvet kantved, hag a zo deuet da vezañ paeron ar barrez-mañ. E anv a zo bet lakaet da Enez Viliao e Trebeurden e-lec'h ma c'haller gwelet e beniti hag ivez e-kostez Lokemo[3].
Hervez Buhez ar Sent ("Bue ar Zent", savet gant an Aotrou Perrot, renket a-nevez gant Erwan ar Moal, rener "Kroaz ar Vretoned", Moullet gant ar Gwaziou e Montroulez e 1912, p742) e oa Milio pe "Meliav" roue Kerne er VIvet kantved. Mab e oa da Vudig, kont a Gerne, pried Santez Aourell, merc'h Winnog, roue Domnonea ha tad Sant Melar. Goude bezañ bet roue e-pad seizh bloavezh a eurvad evit e rouantelezh e voe drouklazhet gant e vreur Rivod. Diskouezet e vez alies o tougen e benn troc'het, ur gurunenn warnañ, pe gant ur c'hleze en e zorn.
Gellout a reer lenn ivez e oa mab da Vudig met eñ roue Domnonea...
E "Buez Sant Milliau ha Sant Moelar sent ha roueet a Vreiz-Izel" skrivet gant an aotrou J.Guillou, beleg eus eskopti Kemper ha Leon, hag embannet e 1883, e kaver bepred Milio mab da Vudig roue Kerne (pe Breizh-Izel) met o vevañ er VIIIvet kantved… Deuet e vije Milio da vezañ roue e 785. Oc'h eurediñ da Aourell merc'h priñs Domnonea (anvet Judocus el levr) e vije deuet da vezañ mestr war Leon ha Treger... E Kemper e oa e gêr-benn. E levr-se e tesker en dije Milio adtapet e benn gant e zorn evit gellout komz da Rivod ha pardoniñ dezhañ. Melar a vije bet lazhet eñ e 799.
Ar sant-mañ a zo skeudennet e iliz Sant-Vilio Plouilio.
Estreget e Plouilio, e vez enoret e Gwimilio, Pluniav ha Plonevez-Porzhe. Un delwenn anezhañ a gaver e Traoñienn ar Sent e Karnoed.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Familh Kemper a Lanaskol he deus n'ac'het d'ar gumunn ober gant ardamezioù ar familh. Abalamour da se, e vije dav lemmel an dresadenn diouzh an daolenn.
Ar Gumunn a ra gant ul logo. |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 142 waz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,99% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 30 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
- Klasket e voe tapout argant en ti-post, gant izili eus ar Rezistañs moarvat, met c'hwitet e voe o zaol gante,d’an 23 a viz Mae 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[5].
Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo joskenn Plouilio, hag ar c'hilhevardon all.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’an 12 a viz Kerzu 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 15 a viz Meurzh 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kador-brezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kroazioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kalz a groazioù hag a galvarioù koachet a-hed d'an hentoù a zo ivez lod eus glad relijiel Plouilio.
Kastell Lannaskol (prevez)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
a zo bet krouet e penn-kentañ ar XIVvet kantved ha kresket er XVIIvet ha XVIIvet kantved gant an tiegezh Kemper Lannaskol. Div iliz a zo e Plouilio:
Iliz sant Vilio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Penn-kentañ ar XVIvet kantved, XVIIvet kantved, XIXvet kantved.
- Diavaez
Ur gargoul ouzh iliz sant Vilio, e Plouilio
- Diabarzh
Delwenn an Ankoù en iliz parrez.
En iliz parrez : delwenn sant Izidor gant e vragoù-bras, patron al labourerien-douar.
Iliz Keraodi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kestell ha manerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kevredigezh Hentoù Koz he deus savet ul levrig dedennus tre war manerioù ar gumun (titourioù ha tresadennoù pluenn an ardamezeg). Amañ e vo kavet tresadennoù livet (darn a vez kavet dija en ardamezeg familhoù Breizh, war ar stern).
An Enez ; Gollot; Gwaz-Wenn Piriou; Gwerginiou; Kenkiz Iestin; Kenkiz Vras; Keranglaz; Kerblat; Kerboriou; Kerdual; Kergonan; Kerizien; Kernevez; Kerverder; Kervot; Kerdu; Kerdu-Rezon; Kerviganvac'h; Kerizout; Kervaengi; Kersenan; Kerwern; Koulmoù; Lanaskol; Lann-Plouilio; Leurvaen; Plas-Kerwenn; Rest Vras; Roslogod; Rumedon; Sant-Jozef; Sant-Yann; Trezao
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guy Stéphan, melldroader ha gourdoner, d'ar 17 a viz Here 1956.
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ditouroù kavet e labourioù Guy Le Borgne, Pol Potier de Courcy, Gourdon de Genouillac, hag all.
- Anvioù al livioù : gwelout ar pennad Ardamezouriezh
![]() |
Arel,
aotrounez al Leurven |
Palefarzhet etre argant ha glazur Ger-ardamez : L'Honneur y gist. |
![]() |
Bigod,
aotrounez Runbêr ha Kerzalt (Kerizout) |
En argant e ziv dreustell en gul, eilet gant c'hwec'h pempdeliaouenn ivez en gul, 3, 2, 1. |
![]() |
Bourhis,
aotrounez Kerblad |
En gul e seizh kregilhenn en argant, 3, 3, 1. |
![]() |
Cariou,
aotrounez Kerginiou, Gwazhwenn, Kernevez, Sant-Visant |
En glazur e deir rodig kentre en aourSturienn ː Urgent stimuli |
![]() |
Chapalian,
aotrounez Kerizout |
En argant e deir sourin en gul; e grenngonk ivez en gul, karget gant ur steredenn en argant. |
![]() |
Courmeau,
aotrounez Leurvaen (hervez Hentoù Koz Plouilio) |
En gul e deir c'hregilhenn en argant (hervez Guy Le Borgne) |
![]() |
Kemper,
aotrounez Lanaskol |
En argant e leonparzh en sabel, leinet gant teir c'hregilhenn ivez en sabel |
![]() |
Keranglas | En argant e deir zreustell en glazur |
![]() |
Kerbuzig | En sabel, plezhek en aour ; ur ruilhenn ivez en aour ouzh kab |
![]() |
Kerret,
aotrounez Kerven |
Palefarzhed; ouzh 1 & 4, en aour e leon kudennek en sabel, e c'housourin en gul balirant; ouzh 2 & 3, en argant, e zaou c'hudon penn ouzh penn, o vekañ ur c'halon en gul |
![]() |
Kermenguy | Treustellet etre erminoù ha gul; ar re erminek karget gant c'hwec'h mailhenn en gul, 3, 2, 1 |
![]() |
Kermerc'hoù,
aotrouien Leurvaen |
En argant, e groaz melionek en sabel, karget gant pemp steredenn en aour |
![]() |
Kerverder,
aotrounez al lec'h se (c'hwec'h rummad) |
En gul, e gebrenn en argant, eilet ouzh beg gant un arbenn ejon ivez en argant |
![]() |
de Boisgelin,
aotrounez Kerdu |
Koad-Kelen (de Boisgelin), aotrouien Kerdu Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en gul e rodig-kentr en argant ; ouzh 2 ha 3 en glazur Ger-ardamez : In virtute vis. |
![]() |
de Coëtleven,
aotrouez Kermenguy |
En argant e leon en gul. |
![]() |
Le Lann, aotrounez al lec'h.
Yann Al Lann a zo bet kabiten Montroulez e 1443. |
En argant, e deir c'housourin en gul, e c'hrenngonk ivez en gul |
![]() |
Lantillac,
aotrounez Kergaradeg, e parrez Ploulec'h. Kavet ivez er maner Kerven, da heul familh Kerred |
En argant, e dreustell en sabel plezek en aour, eilet gant teir rozenn en gul |
![]() |
Leizour, aotrounez Lanaskol.
Lakaet war roll an noblañs eo bet Erwan hag e vab Gwilherm al Leizour, eus parrez Plouzelambr, dre lizher an dug e 1439 |
En gul, e greskenn en argant, eilet gant teir kregilhenn ivez en argant |
![]() |
Le Noan.
Aotrounez Hentmeur. |
En gul, e dri kleze en argant, begioù ouzh kab |
![]() |
L'Olivier.
Aotrounez Kervren |
En argant e dreustell en gul treilhet en aour, eilet gant teir pempdiliaouenn en gul |
![]() |
Plouezoc'h.
Aotrounez Roslogot, eus 1427 da 1543. |
En sabel, plezek en aour, e vevenn koñchek en sabel |
![]() |
Raison | Kent 1568 : En argant, e greskenn en gul, eilet gant teir rozenn Kalais ivez en gul |
![]() |
Raison | Adalek 1568 : En erminoù, e eir ruilhenn en sabel. Ger ardamez : Toujours Raison (= Gwir atav) |
![]() |
Le Run.
Aotrounez Keralgan. Meneget e 1669.x |
En aour, e vran en sabel, ur skoultrig gwezenn-olivez en geot etre he krabanoù, eilet gant teir steredenn en sabel |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yellen hag abEnnez : Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh. Akademiezh Vreizh. 1965
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- Kevredigezh Hentoù Koz : Les vieilles pierres m'ont raconté Ploumilliau. Les manoirs. 1995
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) (br) Ti-kêr Plouilio
- (br) Plouilio war lec'hienn Geobreizh
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Fiche d'inventaire préliminaire
- ↑ Fiche d'inventaire préliminaire
- ↑ 4,0 ha4,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 256, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011