Plonevez-Porzhe
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Plonevez-Porzhe | ||
---|---|---|
![]() Chapel Santez Anna ar Palud. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plonévez-Porzay | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | Kastellin (betek 2015) Kraozon (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29176 | |
Kod post | 29550 | |
Maer Amzer gefridi | Paul Divanac'h 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 784 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 61 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 90 m bihanañ 0 m — brasañ m | |
Gorread | 29,23 km² | |
kemmañ ![]() |
Plonevez-Porzhe a zo ur gumun eus Bro C'hlazig e kanton Kraozon, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.
Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra anv ar gêr eus Plouev a voe staget nevez outañ. Da zisheñvelout ar barrez eus ar Plounevezioù arall e voe ouzhpenn Porzhe, anv ar vroig e-lec'h m'emañ (ul liester kozh eus ar ger porzh ez eo).
Ger-stur ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"Kalonek ha kreñv"
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
- D'ar 25 a viz Du 2019 e oa bet votet emezelañ d'ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Le Maître e anv, ha Le Bot, kure[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eil Brezel-bed: d'ar 5 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Lancaster III anvet "Dark Victor", marilhet JB139 ha kodet KC-V eus ar 617th Squadron eus ar Royal Air Force e pleg-mor Santez-Anna-ar-Palud; lazhet e voe tri nijour, douaret int e bered Douarnenez; unan all a voe tapet d'an Alamaned hag an tri all a zeuas a-benn da achap[4].
Monumantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz sant Vilio (XIXvet).
- Santez-Anna ar Palud (XIXvet).
- Intron-Varia ar Sklaerded (XVIIvet).
- Maner Moëllien (XVIIvet).
- Maen-sonn Jean-Marie Le Bris.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er Porzhe emañ Plonevez.
Poblañsouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2007 | 2012 | 2013 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
1620 | 1527 | 1533 | 1643 | 1663 | 1582 | 1666 | 1794 | 1795 |
Niver kemeret adalek 1968 : Poblañs hep kontoù doubl |
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2001 | 2008 | Yves Le Gac | ||
Meurzh 2008 | → bremañ | Paul Divanac'h | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1740: Claude Le Coz, eskob Roazhon e 1791 hervez al lezenn evit keodediñ ar gloer.
- 1901: Marie-Anne Le Minor, diazezourez an ti giz vreizhat "Le Minor".
- 1915: Per-Mari Mevel, skrivagner brezhonek ha saver kanaouennoù.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Castellnewydd Emlyn (Kembre) abaoe 1994
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44
- ↑ Pertes RAF Finistère