Claude Le Coz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ganet e oa bet Claude Le Coz e parrez Plonevez-Porzhe d'an 22 a viz Kerzu 1740 en ur familh a wiaderien. Studiañ a reas e skolaj ar Jezuisted e Kemper. Diwezatoc'h e teuas da rener ar skolaj, pa oa bet argaset ar Jezuisted.

Da vare an Dispac'h, ec'h embannas e souten d'al lezenn diwar-benn statud nevez ar gloer. Setu eñ lakaet da eskob touer e Roazhon e 1791 ha dilennet da c'houde e-giz depute d'ar Gambr-lezenniñ (1791-1792).

Pa zeuas an emglev etre Napoleon Iañ hag ar Pab (ar c'honkordat) e oe anvet da arc'heskob Besançon (1802).

Mervel a reas d'an 3 a viz Mae 1815.

E Roazhon, ur ru verr ha diamen a zo bet dediet dezhañ.