Kamp-bac'h nazi

Eus Wikipedia
Kamp-bac'h nazi
Iskevrennad eusKamp-bac'h, total institution Kemmañ
Code nameprotective custody Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Nazi concentration camps Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Nazi concentration camps Kemmañ
Kartenn eus kampoù-bac'h pouezusañ Alamagn en amzer an Nazied.

An Trede Reich a savas kampoù-bac'h nazi en holl diriad a zalc'he. Konzentrationslager a vez graet en alamaneg eus kamp-bac'h. Ez-ofisiel e veze implijet ar verradenn KL (ka el) gant politikerien an Trede Reich nazi. Gant enebourien an nazied e veze lavaret KZ (ka tset) kentoc'h. Hervez an istorour Eugen Kogon e oa bet degemeret gant an SSed ar stumm KZ (sañset "kaletoc'h" ha "kreñvoc'h") digant o aberzhidi.

Ar c'hentañ kampoù-bac'h nazi savet en Trede Reich a greskas buan adalek Tangwall ar Reichstag e 1933 betek fin an Eil Brezel-bed. O roll da gentañ a oa spouronañ ha bac'hañ prizonidi bolitikel hag eneberien ar renad, ha tennañ splet eus o labour. Amprestet e voe an anv digant hini ar c'hampoù-bac'h savet gant Breizh-Veur da vare Eil brezel ar Voered.

Etre 1939 ha 1942 e pevarc'hementas niver ar c'hampoù-bac'h nazi hag e tizhas an niver a 300 pe muioc'h[1], a-vuzul ma veze bac'het labourerien-sklav eus Europa, Yuzevien, prizonidi bolitikel, torfedourien, heñvelreviaded, Jipsianed, testoù Jehovah, tud nammet o spered ha kement zo[2], hep prosez peurliesañ. Goude deroù an Eil Brezel-bed dreist-holl e kreskas kalz niver ar c'hampoù da vac'hañ rezistanted, Yuzevien hag eneberien eus Europa a-bezh, met ivez da vodañ un niver a sklaved e servij an industriezh. Divius e oa al labour, re skort e oa ar voued, ne veze ket prederiet ar re glañv, gwallgaset e veze ar brizonidi en un doare ingal hag uhel e oa ar feur mervel. Pep tra oa graet da zizenelaat ar brizonidi ha d'o c'has buan d'ar marv. Lakaet e vez kemm avat etre ar c'hampoù-bac'h (deskrivet er pennad-mañ) hag ar c'hampoù-diouennañ a oa savet gant an Nazied da vuntrañ en un doare greantel annezidi ar Ghettoioù ha prizonidi yuzev ar c'hampoù-bac'h, evel Chełmno, Belzec, Sobibor et Treblinka. Adalek 1941 e voe ivez kampoù a oa war un dro kampoù-bac'h ha kampoù-diouennañ, evel Auschwitz-Birkenau ha Majdanek.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. United States Holocaust Memorial Museum: "Nazi Camp System"
  2. Sellet ouzh Tric'horn (kampoù bac'h) da welet ur roll klokoc'h eus an dud a c'halle bezañ kaset er c'hampoù-bac'h nazi.