Brezel ar Voeren

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brezel ar Boers)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Lizzie van Zyl, bugel Boer lakaet en ur c'hamp-bac'h saoz ha marvet e kamp-bac'h Bloemfontein

Brezel ar Voeren (distaget « ar Vouren ») a vez lavaret eus daou vrezel e Suafrika e dibenn an XIXvet kantved etre Breizh-Veur ha pobloù an div republik dizalc'h savet gant ar Voeren.

Daou vrezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ brezel ar Voeren (1880-1881)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar brezel kentañ, anvet ivez brezel Transvaal, a c'hoarvezas eus ar 16 a viz Kerzu 1880 betek an 23 a viz Meurzh 1881.

Eilvet brezel ar Voeren (1889-1902)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil brezel a c'hoarvezas eus an 11 a viz Here 1889 betek an 31 a viz Mae 1902. E dibenn ar brezel e voe staget div republik ar Voeren, re Orange ha Transvaal, ouzh Impalaeriezh Breizh-Veur ken na voe savet Unvaniezh Suafrika e 1910.

E-pad ar brezel-se e voe krouet ar c'hentañ kampoù-bac'h ; 27 927 maouez ha bugel a varvas enne (niver ofisiel, 22 074 a oa yaouankoc'h eget 16 vloaz).

Ar c'hembread Lloyd George a lavaras :

The fatality rate of our soldiers on the battlefields, who were exposed to all the risks of war, was 52 per thousand per year, while the fatalities of women and children in the camps were 450 per thousand per year. We have no right to put women and children into such a position.
« 52 diwar 1000 bep bloaz e oa an niver a c'houzañvidi a-douez hor soudarded war an tachennoù-emgann, a oa o talañ ouzh holl riskloù ar brezel, pa oa 450 diwar 1000 bep bloaz an niver a c'houzañvidi a-douez ar maouezed hag ar vugale er c'hampoù. Gwir ebet n'hon eus da lakaat maouezed ha bugale en hevelep plegenn. »

Ur vaouez eus Kernev-Veur, Emily Hobhouse, a voe talvoudus e-pad an emgann enep ar c'hampoù-bac'h.