Testoù Jehovah
Testoù Jehovah zo ur relijion gristen milenarist gant kredennoù nann-dreinded disheñvel diouzh ar Gisteniezh voas. Hervez ar strollad ez eus 8,6 milion a feizidi a gemer perzh en e avieliñ hag 20 milion o kemer perzh en o Memorial bloaz. Krediñ a reont emañ tost an Armageddon ma vo distrujet ar bed a anavezomp ha n'eus nemet dre lakaat Rouantelezh Doue e plas a c'hello mab-den renkañ e gudennoù.
Diwanet e voe ar strollad diwar luskad studiañ ar Bibl e bloavezhioù 1870, dindan renerezh Charles Taze Russel. Goude e varv e voe tabutoù war heñchañ ar strollad hag un darn anezhañ, kaset gant Joseph Franklin Rutherford, a bellas diouzh obererezh Russel e-keñver an doueoniezh hag an ensavadurioù, en ur zelc'her kontrol war an aozadurioù savet gantañ koulskoude. E 1931 e voe degemeret an anv Testoù Jehovah evit diskouez mat an troc'h etre e strollad hag ar strolladoù studiañ ar Bibl all.
Anavezet eo Testoù Jehovah gant o doare da brezegiñ a di da di en ur glask reiñ d'an dud levrioù ha kelaouennoù savet gant ar strollad, peogwir e nac'hont ober o c'hoñje hag e nac'hont ivez an treuzkasoù-gwad. Krediñ a reont eo a-bouez implijout anv Doue evit o lidoù ha nac'hañ a reont mennozh an Drinded. Ne lidont ket an Nedeleg, Pask, an deizioù-ha-bloaz na forzh peseurt gouel en dije an disterañ roud eus an amzer bagan ennañ. Troet o doa ar Bibl e saozneg o-unan evit tostaat d'o c'hredennoù, a vez anvet "Ar Wirionez" gant izili an Testoù. Dre ma soñjont eo deuet drant ar gevredigezh vodern ha renet gant Satan e klaskont chom hep daremprediñ tud er-maez eus feizidi ar strollad peurvuiañ. Unan a fell dezhañ pellaat eus ar strollad a vez skarzhet anezhañ ha gwelet evel pa ne vije ket anezhañ ken, ur c'hastiz hag a c'hell bezañ lakaet e pleustr war tud o doa torret reolennoù a-bouez ivez.