Kaozeal:Kamp-bac'h nazi
Konzentrationslager ha Kamp-bac'h
[kemmañ ar vammenn]Konzentrationslager zo da gendeuziñ gant Kamp-bac'h moarvat. Un adkas Kampoù-bac'h>Kamp-bac'h zo --Kadwalan 14 Du 2011 da 05:06 (UTC)
- N'eo ket sur. Ar pennad "kamp-bac'h" a c'hall bezañ evit an holl e kement bro hag e kement amzer, hag ar pennad-mañ evit reoù ar marevezh nazi en Alamagn ha douaroù aloubet ganti. Kavet e vez heñvel e yezhoù all.--Trec'hlid mitonet 14 Du 2011 da 14:38 (UTC)
- Ne gav ket din e vefe mat bodañ an daou. Lec'h zo er Wikipedia brezhonek evit daou bennad, evel ma kaver e meur a Wikipedia all (saozneg, galleg, katalaneg, italianeg...) : an eil diwar-benn ar c'hampoù-bac'h dre vras hag egile diwar-benn ar c'hampoù nazi. Reizhet eo bet al liammoù etrewiki. --Llydawr 14 Du 2011 da 16:48 (UTC)
- Ok, ne'm boa ket soñjet en dra-se. A-du emaon da viret daou bennad. Rezon ho peus. Daoust ha ne vefe ket gwell avat kaout un titl evel "Kamp-bac'h nazi", "Kamp-bac'h eus an IIIe Reich", evel e saozneg, galleg, katalaneg. Ar ger kamp-bac'h zo anezhañ e brezhoneg ha ne soñj ket din e ve implijet Konzentrationslager, pe n'eo ket ar ger stankañ da vihanañ atav.--Kadwalan 14 Du 2011 da 17:06 (UTC)
- Ur pennad Roll kampoù-bac’h an nazied a zo dija gant un droienn damheñvel.--Trec'hlid mitonet 14 Du 2011 da 18:51 (UTC)
- Gwir eo met ur roll n'eo ken. E galleg e kaver an tri fennad : Liste des camps de concentration nazis, Camp de concentration, ha Camps de concentration nazis. E saozneg e kaver ivez Nazi concentration camps, List of Nazi concentration camps hag ur rannbennad Concentration camps--Kadwalan 16 Du 2011 da 23:02 (UTC)
- Ok, ne'm boa ket soñjet en dra-se. A-du emaon da viret daou bennad. Rezon ho peus. Daoust ha ne vefe ket gwell avat kaout un titl evel "Kamp-bac'h nazi", "Kamp-bac'h eus an IIIe Reich", evel e saozneg, galleg, katalaneg. Ar ger kamp-bac'h zo anezhañ e brezhoneg ha ne soñj ket din e ve implijet Konzentrationslager, pe n'eo ket ar ger stankañ da vihanañ atav.--Kadwalan 14 Du 2011 da 17:06 (UTC)
- Ne gav ket din e vefe mat bodañ an daou. Lec'h zo er Wikipedia brezhonek evit daou bennad, evel ma kaver e meur a Wikipedia all (saozneg, galleg, katalaneg, italianeg...) : an eil diwar-benn ar c'hampoù-bac'h dre vras hag egile diwar-benn ar c'hampoù nazi. Reizhet eo bet al liammoù etrewiki. --Llydawr 14 Du 2011 da 16:48 (UTC)
- C'hwi oar mat eo bet krouet ar ger "kamp-balc'h" (concentration camp) gant ar Saozon a-enep ar Voered e Su-Afrika, met ne vezent ket savet evit lazhañ an dud a-dolpadoù. Un diforc'h a zo d'ober etre ar c'hampoù-balc'h hag ar c'hampoù-lazhadegoù pe ar c'hampoù-distruj (n'ouzon ket peseurt ger resis ez eus e brezhoneg evit ar seurt kamp-mañ, "camp d'extermination" e galleg). An Nazied a implije "konzentrationlager" evit touellañ an dud a grede e oant kaset da gampoù-balc'h "boutin", ar re-se evit ar valc'hidi-brezel hag ar valc'hidi "boutin". Kampoù-balc'h a zo aet da vezañ labouradegoù, ha goude-se da gampoù-lazhadegoù (e Dora, da skouer).

- Ne welan abeg ebet evit bezañ trapet gant o geriou. Hag evit o implijout e lec'h ar re vrezhonek. Ret e vije krouiñ ur pennad evit "kampoù ar Marv". --Ch. Rogel 17 Du 2011 da 00:29 (UTC)
Ur pennad kampoù-diouennañ a zo (a glot gant kamp-lazhadegañ pe kamp-distruj meneget).--Trec'hlid mitonet 17 Du 2011 da 13:02 (UTC)
- Ya, soñj am eus e oamp daou pe dri o kenlabourat war an danvez-se gwechall.Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 16:06 (UTC)
Kemmet eo bet anv ar pennad gant ar merour hep goulenn ali an holl genlabourerien. Kement-se zo kontrol da ziazezoù ar wikipedia db ar c'henemglev. Bianchi-Bihan 18 Du 2011 da 10:13 (UTC)
- Forzh petra adarre. Piv en deus lavaret e oa kontrol?--Kadwalan 18 Du 2011 da 23:02 (UTC)
- Ar ger adarre a blij din. N'eo ket brav ober goap eus Wikipedia:Kenemglev. Neuze diskouez din pelec'h eo skrivet eo aotreet ar merour d'ober pezh a gar gant titl ur pennad hep derc'hel kont eus reolenn wikipedia. Bianchi-Bihan 19 Du 2011 da 02:50 (UTC)
- Te an hini a ra goap ouzh ar reolennoù kenvevañ hag an holl a labour amañ a c'hall er gwelet. Den n'en deus lâret ger a-enep ar c'hemm, te kennebeut. Paouez eta da skrivañ romantoù skiant-faltazi. Pa baouezfes gant da vrezelig e vefe tu da gaozeal en un doare sirius.--Kadwalan 19 Du 2011 da 23:43 (UTC)
- Ar ger adarre a blij din. N'eo ket brav ober goap eus Wikipedia:Kenemglev. Neuze diskouez din pelec'h eo skrivet eo aotreet ar merour d'ober pezh a gar gant titl ur pennad hep derc'hel kont eus reolenn wikipedia. Bianchi-Bihan 19 Du 2011 da 02:50 (UTC)
Reolennoù wikipedia zo ( Wikipedia:Kenemglev hag all), sklaer d'an holl, pe dost, ha warne (ha n'eo ket war froudenn pep hini) eo diazezet ar c'henvevañ. Adalek ma ne rez ket gante evel-just e teu ar c'henvevañ da vezañ diaesoc'h. Skrivañ a rez: Den n'en deus lâret ger a-enep ar c'hemm, te kennebeut. Goulennet ec'h eus ali an dud? Ali an hini en deus savet ar pennad? Ne gredan ket. N'out ket boas d'ober pa lammez war ma fennadoù ken nebeut. Ha pa ran un evezhiadenn db ar c'hemm e krogez da vlejal. Ya, gwir eo, ma paouezfes gant da vrezelig e vefe tu da gaozeal en un doare sirius. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 03:45 (UTC)