Shoah

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gwelet ivez ar pennad pennañ: Loskaberzh

Loskaberzh (Holocaust)
Diazezoù
Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh
Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4
Kamp-bac'h nazi · Roll kampoù-bac’h an nazied
Tric'horn (kampoù bac'h) · Gouennlazh
Yuzevien
Shoah
Pogromoù: Nozvezh ar strink
Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź
Ghetto Krakovia, Theresienstadt...
Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula
Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa...
Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee
Aktion Reinhard, Ziklon B
Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec
Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau
Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia
Romed (tsiganed)
Porajmos
Slaved
Generalplan Ost
Heñvelrevaded ha Lesbianed
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied
Torfedourien bennañ
Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich
Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo
Lez-varn Nürnberg

Ar ger Shoah a vez graet gantañ hiziv evit ober anv eus an oberoù kaset da benn gant nazied Alamagn hag o c'henlabourerien en Europa evit diouennañ ar Yuzevien diwar an douaroù dalc’het ganto e-pad an Eil brezel bed. Komzet e vez ivez eus al loskaberzh (holokost) pe eus diouennadeg ar Yuzevien. Gant an nazied e veze graet anv eus an "diskoulm diwezhañ" da vare an Trede Reich.

Dre an oberoù-se e teujont a-benn da lazhañ div drederenn eus Yuzevien Europa hag etre pemp ha c’hwec’h milion a dud en holl hervez an istorourien.


Orin ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger shoah (hebraeg: שואה) a dalvez kement ha drouziwezh.

Ar ger hebraek evit envel un darvoud istorel hep e bar eo : hini al loskaberzh, pe diouennadeg ar Yuzevien, pe ar gouennlazh anezho, gant an nazied eo. Gwelloc’h e kav lod tud ober gant "Shoah" eget "loskaberzh" hiziv. Gant an nazied e veze graet an "diskoulm diwezhañ" (die Endlösung) eus ar Shoah da vare an Trede Reich.

Tud zo ha n’en kavont ket gwell eget loskaberzh, goude ma reont gantañ. Lavarout a rae Elie Wiesel da Michaël de Saint Cheron e 1988 e kave gwell ar ger « c'hourban » (כורבן) a vez implijet el lennegezh yidichek hag a dalv kement ha « distruj » hag a ra dave da hini an Templ. Graet e vez ivez gant yuzevlazh. An eil pe egile eus an tri ger (shoah, hourban, yuzevlazh) a vir ar pezh zo dibar ha yuzev en darvoud, hervez soñj Vincent Engel en e bennad « Holocauste, Shoah ou judéocide ? » e-barzh Le Nouvel Observateur (Hors-Série janvier 2003 - décembre 2004).

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]