Yuzevegezh virour

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Ur bedenn er C'hotel gant ur bodad yuzevien virour, paotred ha merc'hed mesk ha mesk.

Ar Yuzevegezh virour (pe Yuzevegezh Masorti er-maez eus ar Stadoù-Unanet) zo ul luskad relijiel yuzev a lavar e teu aotrouniezh al lezenn yuzev diwar asant an dud hag ar c'humuniezhioù a-hed ar remziadoù, muioc'h eget diwar an diskuliadenn doueel. An halakha neuze zo un dra ret met a c'hell kemm diwar un diorren a-hed an istor. Diazezañ a ra ar rabined virour o doare da zisklêriañ an destenn dre hentennoù an enklaskoù istorel ha burutellek ouzhpenn an doare hengounel er Yuzevegezh kenkoulz ha ma ro pouez d'ar c'humuniezhioù a-raok kemer un diviz bennak. Hervezo eo an hentenn a bleg ar gwellañ ouzh boazioù ar Yuzevegezh, feal d'al labour bet kaset en o raok met a chom hep bezañ re sonn, ar pezh a zegas ivez lieseurted el luskad.

Hêr labour ar rabin Zecharias Frankel (XIXvet kanvted) eo al luskad hervezañ e-unan, daoust m'eo bet savet da vat e-kreiz an XXvet kantved er Stadoù-Unanet, a zo e greñvlec'h er bed c'hoazh. Er bed eo an trede luskad yuzev a-fed tud, gant 1,1 milion a dud reprezañtet (evit 600 000 ezel eus ur genvreuriezh).