Kibboutz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dastum koton e kibboutz Shamir, war-dro 1958

Ur c'hibboutz[1], pe kiboutz[2], pe kibouts[3] (קִבּוּץ / קיבוץ en hebraeg, ur ger hag a dalvez "bodadeg, tolpadeg" ; kibboutzim el liester) zo ur gevelouri hag ur gumuniezh tud emveret en Israel. Ar re gentañ a oa kevelourioù labour-douar. An hini kentañ-holl a voe savet e 1909. Bremañ ez eus kibboutzim ma pleder gant tachennoù all estreget al labour-douar, ar greanterezh hag an teknologiezhioù nevez da skouer. Awenet e voe ar c'hevelourioù kentañ gant mennozioù sokialour ha sionour. E fin an XXvet kantved ez eus deuet kemmoù bras en un darn eus ar c'hibboutzim, deuet da vezañ embregerezhioù prevez. Gant se eo bet cheñchet buhez a-stroll an dud a labour enno.

E 2010 e oa 270 kibboutzim en Israel. Mont a ra o froduioù (greanterezh ha labour-douar) da ober 9% eus produadur greantel Israel ha 40% eus eostadoù al labour-douar.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  1. Geriaouegi Ekonomiezh-Geografiezh-Istor, P. Drezen, TES, 2007
  2. Geriadur brezhoneg An Here, 2001
  3. Dictionnaire français-breton M. Ménard, 20112