Yuzevegezh an Eil Templ

Eus Wikipedia

Yuzevegezh an Eil Templ zo ur stumm eus an Hen-Yuzevegezh eus mare Eil Templ Jeruzalem, etre 515 a-raok hon mare ha distruj an Templ e 70 eus hon mare. E-pad ar mare-se e voe stummet kanon an Tanac'h, krouet ar sinagogennoù, diorroet preder fin ar bed hag ar mesiaz. E fin ar prantad-se e voe rannet ar Yuzevegezh e meur a ranngredenn evel ar Fariseed hag ar Sadukeed, met ivez ar Gristeniezh a zeuas d'ober ur relijion nevez da c'houde.