Djouhourieg
Neuz
(Adkaset eus Yuzev-tateg)
| Djouhourieg (Juhuri) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Israel, Azerbaidjan, Rusia |
| Rannved : | |
| Komzet gant : | 101 000 |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | - |
| Akademiezh : | - |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | - |
| ISO 639-2 | ira |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | - |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh persek eo an djouhourieg (juhuri pe juwri) pe yuzev-tateg komzet gant ar Yuzevion a chom er menezioù e reter ar C'haokaz, dreist-holl e Dagestan. Bremañ avat e vez komzet muioc'h en Israel evit war an dachenn-yezh hengounel.
En holl e vez komzet gant 101,000 den er broioù-mañ da heul:
- Stad Israel: 70.000
- Azerbaidjan: 24.000
- Rusia: 7.000
Tost-tre eo an djouhourieg d'ar c'hrennberseg, ennañ meur a c'her a orin hebraek.
Betek ar bloavezhioù 1920 e veze skrivet gant al lizherenneg hebraek met war-lerc'h e voe implijet al lizherenneg latin a-raok ma voe lakaat da dalvezout al lizherenneg kirillek. Muioc'h-mui e vez implijet ar skritur hebraek en-dro.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |