Yuzevegezh kentidik

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Yuzevegezh kentidik eo an anv a roer da gredennoù kentidik ar Yuzevegezh en e orinoù. Dislavar a zo etre ar sav-poent istorel a-vremañ e-keñver istor o orinoù kontet gant ar Yuzevien o-unan en Tanac'h. Gwriziennet eo ar Yuzevegezh e fin oadvezh an arem e kevredigezhioù liesdoueek Kenaan a blede gant an henrelijion semitek. Dre o istor luziet ha dre darempredoù ouzh sistemoù relijiel all, dreist-holl hini Babilon, e lakas ar Yuzevien pouez war o Doue Yahweh evit lavaret e oa Doue nemetañ.

An hent-se a gemeras kantvedoù avat. Diforc'het e voe relijion an Israelited diouzh al liesdoueegezh kenaaat adalek penn-kentañ oadvezg an houarn dre ur stad anvet Yahwehegezh, da lavaret lid Yahweh evel doue pennañ ma ne oa ket doue nemetañ. N'eo nemet tamm ha tamm e voe nac'het boud an doueed all. Aozet e voe al lid tro-dro da Dempl Jeruzalem hep skarzhañ al lec'hioù all penn-da-benn. A feur ma kreskaas galloud rouantelezh Yehouda, ur wezh distrujet rouantelezh Israel en norzh, e voe lakaet muioc'h a bouez war Yahweh ha Jeruzalem c'hoazh tra ma voe ebarzhet elfennoù eus hengoun rouantelezh an norzh. An harlu e Babilon a gemmas an traoù muioc'h c'hoazh dre ma voe savet ur sistem kredennoù undoueek rik a voe diazez Yuzevegezh an Eil Templ.