Mont d’an endalc’had

Samaritaned

Eus Wikipedia

Ur strollad sokio-sevenadurel ha relijiel a bPalestina hag Israel eo ar Samaritaned (hebraeg: שומרונים, Shomronim; Hebraeg ar Samaritaned:שומרים, Shamerim; arabeg: سامريون). Ne vezont ket anavezet evel Yuzevien na gant an ortodoksiezh yuzev, na gant rabinat meur stad Israel hag a lavar ez eo "proselited diratozh" ha "diskennidi trevadennourien asirian" anezho - pezh ne seblant ket bezañ gwir. Hervez al lodenn vrasañ eus an istorourien ez int diskennidi poblañs israelitek ar vro. Koulskoude, pasporzhoù israelat a zo bet roet da gazimant an holl samaritaned e fin ar bloavezhioù 1990 - met re palestinat ivez.

E 2019 e konted 820 Samaritan o vevañ e Kiryat Luza e-kichen Nablous, Palestina hag e C'holon, Israel.

Evit gouzout muioc'h diwar-benn relijion ar Samaritaned, sellit ouzh: Samaritanegezh.

Dre vras, e vez komzet arabeg gant Samaritaned Nablous ha hebraeg gant re C'holon. Hebraeg ar Samaritaned, skrivet gant al lizherenneg samaritanek, a vez implijet evel yezh al liturgiezh gant an daou strollad. Betek an Xvet kantved e oa ar mehri pe aramaeg ar Samaritaned yezh pemdeziek ar feizidi samaritan.

Emdroadur ar boblañs samaritan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Samaritaned yaouank e 2006.
Niver a feizidi samaritan

Roll ar veleien veur samaritan abaoe 1613

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yaacov ben Aaharon ben Shalma, bet beleg meur ar Samaritaned, war-dro 1900
Lignez Eleazar
  • 1613-1624 Shelemiah ben Pinhas
Lignez Itamar
  • 1624-1650 Tsedaka ben Tabia Ha'abta'ai
  • 1650-1694 Yitzhaq ben Tsedaka
  • 1694-1732 Abraham ben Yitzhaq
  • 1732-1752 Tabia ben Yiszhaq ben Avraham
  • 1752-1787 Levi ben Avraham
  • 1787-1855 Shalma ben Tabia
  • 1855-1874 Amram ben Shalma
  • 1874-1916 Yaacov ben Aaharon ben Shalma
  • 1916-1932 Yitzhaq ben Amram ben Shalma ben Tabia
  • 1933-1943 Matzliach ben Phinhas ben Yitzhaq ben Shalma
  • 1943-1961 Abrisha ben Phinhas ben Yitzhaq ben Shalma
  • 1961-1980 Amram ben Yitzhaq ben Amram ben Shalma
  • 1980-1982 Asher ben Matzliach ben Phinhas
  • 1982-1984 Phinhas ben Matzliach ben Phinhas
  • 1984-1987 Yaacov ben Ezzi ben Yaacov ben Aaharon
  • 1987-1998 Yosseph ben Ab-Hisda ben Yaacov ben Aaharon
  • 1998- 2001 Levi ben Abisha ben Phinhas ben Yitzhaq
  • 2001- 2004 Shalom ben Amram ben Yitzhaq (Saum Is'haq al-Samiri)
  • abaoe 2004 Eleazar ben Tsedaka (Abdel Moein Sadaka, 131vet beleg veur)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]