Istor ar yuzevien e Breizh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Yuzevien zo e Breizh abaoe pell met biskoazh n'int bet niverus. A-hed ar c'hantvedoù ez eus bet kavet meur a roudenn eus o bezañs, diskred met gwirion, etre tolerañs ha skarzhadegoù, a-raok ma voent un tamm niverusoc'h goude an Dispac'h gall. Evel e pep lec'h o doa gouzañvet enep-yuzevouriezh ar bloavezhioù 1930 hag ar politikerezh drastus lakaet e plas gant ar Stad gall e-pad ar brezel. Kalzig anezho a oa bet kaset da vervel d'an amzer-se. Yuzevien breton a voe ivez er Rezistañs. Hiziv an deiz ez eus peder sinagogenn e Breizh, e Naoned, e Roazhon, en Oriant hag e Brest.

Henamzer ha Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Testeniekaet eo bezañ Yuzevien e Gwened e 465 pa voe berzet d'ar Gristenien debriñ asambles ganto e-giz ma oant kustum d'ober.[1] Bezañs ar Yuzevien zo testeniekaet a-hed ar Grennamzer gant an anvioù-lec'h a gaver er vro (rue de la Juiverie da skouer), met ivez gant diviz Yann Iañ ar Rouz da skarzhañ ar Yuzevien eus an Dugelezh. Ne gaver roudenn ebet eus bezañs ar Yuzevien a-raok un nebeud kantvedoù war-lerc'h p'en em stalias marc'hadourien, a-wezhioù gant diaesterioù gant o amezeien, e Breizh-Uhel.

Amzerioù modern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Familhoù yuzev a-orin eus Spagn ha Portugal a gomañsas d'en em staliañ adalek ar XVIvet kantved, met dreist-holl goude ar XVIIvet kantved (ur wezh paseet an ordrenañs diwezhañ evit skarzhañ ar Yuzevien eus Frañs). N'int ket gwall niverus avat : 11 en Il-ha-Gwilun a-bezh e penn-kentañ an XIXvet kantved.[2] Kumuniezh Naoned a voe buan a-walc'h an hini niverusañ hag eno e voe savet ar sinagogenn gentañ e 1834. Lakaet e voe Breizh dindan sklêrijenn e fin an XIXvet kantved pa voe dilec'hiet el-prosez an Afer Dreyfus e Roazhon e 1898 e-kreiz ur wagenn enepyuzev.

XXvet kantved ha bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel e pep lec'h e savas an enep-yuzeviezh e Breizh, e n'eus forzh peseurt metoù, ha gouzañv a rejont Yuzevien Breizh muzulioù drougziforc'hañ evel e n'eus forzh peseurt lec'h. Ne voe ket glann luskad an Emsav d'ar mare-se, dreist-holl an tu politikel gant ar PNB a savas a-du gant an naziegezh, met n'haller ket lavaret e voe enepyuzev-krenn kennebeut. Lod eus emsaverien brudet ar mare a sinas pennadoù enepyuzev, a-wezhioù kontrol da spered skridoù o doa graet bloavezhioù a-raok, evel Morvan Marchal.

Evel e pep lec'h e voe lakaet diskred war ar Yuzevien, gwerzhet e voe darn anezho, skrabet ha kaset da vervel evel ar Familh Perper, a veve e Menez Are, harzet e 1942 gant archerien Montroulez ha kaset da Sobibor e-lec'h ma varvjont holl[3] met lod a voe kuzhet, sikouret ha savetaet memestra.

Hiziv ez eus un tregont familh bennak e Brest o deus savet ur greizenn-gumuniezh, tra ma vev sinagogenn Naoned diouzh al lid sefarad dre ma teu ar brasañ eus ar feizidi eus Afrika an Norzh. En Oriant ez eus ul lec'h-pediñ bihan hag e Roazhon e laka ur c'hant familh bennak ar sinagogenn da vevañ.[2]

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) LAMBERT, Annie ; TOCZE, Claude, 2018. Les Juifs en Bretagne : Vième - XXième siècles, Rennes, Presses Universitaires de Rennes. ISBN : 2753565562.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Jérôme Enez-Vriad, « Sonia Gameroff : « La communauté juive bretonne c’est un peu la hutte d’Assurancetourix dans le village gaulois d’Astérix » », Bretagne Actuelle, 04.04.2017. Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Marc Knobel, « Une petite histoire des Juifs en Bretagne », Blog du Crif / Histoire, 03.03.2020. Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  3. (fr) POSTIC, Marie-Noëlle, 2007. Sur les traces perdues d'une famille juive en Bretagne. Spezed, Coop Breizh.