Mont d’an endalc’had

Afer Dreyfus

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Afer Dreyfus
political scandal, controversy
Anvet diwarAlfred Dreyfus Kemmañ
StadTrede Republik c'hall Kemmañ
Lec'hPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′24″N 2°21′8″E Kemmañ
Deiziad kregiñ1894 Kemmañ
Deiziad echuiñ1906 Kemmañ
Dezverket dreinjustice, Enepyuzevegezh Kemmañ
Map
Dic'hradañ Alfred Dreyfus

An Afer Dreyfus zo ur stourmadenn sokial ha politikel a oa erruet e fin an XIXvet kantved da vare an Trede Republik c'hall. Tamallet e oa d'ar c'habiten Dreyfus bezañ ur spier evit an Alamaned abalamour ma oa yuzev. An afer he deus kemeret ur plas bras-tre hag ur gwallskouer eo bet a-gaoz d'ur c'hazetennerezh levezonus.

An afer a grogas e 1894 pa voe tamallet da Dreyfus, un ofiser gall, spiañ evit kont an Impalaeriezh alaman. Ar servij titouroù mirourel a gavas ul lizher anvet « le bordereau » hag a broue e oa un treitour e-barzh an arme. An enep-spierezh a zizoloas e oa titouroù war an arme, a c'helle bout treuzkaset d'an enebourien. Ar jeneral Auguste Mercier hag ar c'homandant Armand du Paty de Clam o doa aozet kement all a-benn ma vije tamallet Dreyfus. Kondaonet e voe hemañ d'ar galeoù ha d'an dic'haloñsadur. Ar gwallskouer a darzhas gant ar gazetenn "La libre parole", a oa un tammig enep-yuzev. Dreyfus a zo bet harluet war Enez an diaoul. Kement-se a oa un taol sevel a-enep Dreyfus abalamour ma oa eñ hini kablus peurvat, rak yuzev e oa an ofiser. Met an treitour gwir e oa ar c'homandant Ferdinand Walsin Esterhazy. Koulskoude a oa didamall an hini kablus gwir goude ar c'huzul brezel. Ken e oa bet embannet "J'accuse...!" gant Émile Zola evit difenn Dreyfus. Brudet e oa ar pennad-mañ, abaoe ma oa embannet, kalz a dud nevez a oa evit difenn Dreyfus. Bro-C'hall a oa rannet etre daou gamp hag o doa daou soñj disheñvel. Tud a-enep Dreyfus, a oa evit enor an arme. Anvet e oant an "anti-Dreyfusard". Kalz a dud a oa enepyuzevien a dage Dreyfus, ne oa ket kement a dud a-enep Dreyfus a rannent ar mennozh-se. E Bro-C'hall e voe kabaduilhoù enepyuzevien. Neuze ur bec'h sokial e oa a-gaoz d'an afer-se. Ur c'huzul brezel nevez a voe aozet e Roazhon e 1899 e-lec'h ma oa Dreyfus c'hoazh tamallet da zek bloaz prizon. Erfin, Émile Loubet, prezidant ar republik eus 1899 da 1906, en doa digastizet Dreyfus. Hemañ en deus adkemeret e wirioù ar 12 a viz Gouere 1906 ken ez eas en-dro en e blas e-barzh an arme. An afer Dreyfus he deus kemeret ur plas bras-tre en istor Bro-C'hall ma voe tizhet ar vuhez politikel, sokial ha gwirel. Dreyfus en deus bevet ar Brezel-bed kentañ war-lerc'h an afer pa oa c'hoazh e-barzh an arme.

Émile Zola, J'accuse…!