Émile Zola

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Émile Zola
Émile Zola
Émile Zola poltred e-unan e 1902
Anv ofisiel Émile Édouard Charles Antoine Zola
Obererezh romantoù, danevelloù
Ganedigezh 2 a viz Ebrel 1840
e Pariz

Bro-C'hall

Marv 29 a viz Gwengolo 1902
e Pariz,

Bro-C'hall

Yezh skrivañ galleg
Luskad lennegel naturalour
Oberennoù pennañ

Sinadur Autograf, Zola, Nordisk familjebok.png


Émile Zola a oa ur skrivagner ha kazetenner gall, bet ganet e Pariz d'an 2 a viz Ebrel 1840 hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Gwengolo 1902.

Brudet eo dre ar bed a-bezh a-drugarez e romantoù Les Rougon-Macquart. Fin e vuhez a zo bet unan stourm dre m'en doa kemeret perzh e difennerezh Alfred Dreyfus e-pad an Afer Dreyfus dreist-holl pa embannas e miz Genver 1898, er gazetenn L'Aurore, ar pennad anvet « J'accuse… ! » a zegaso dezhañ ur prosez evit kunujenniñ hag un divroa e Londrez ar memes bloavezh.

Yaouankiz e Provañs (1840-1858)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Émile Édouard Charles Antoine Zola1 a zo ganet, straed Saint-Joseph e Pariz, d'an 2 a viz Ebrel 1840, an tad a zo italian hag ar vamm a zo gall. Mab nemetañ François Zola, genidik a Venezia, hag Émilie Aubert, genidik eus Dourdan. An tad a zo ijinour evit al labourioù foran, bet ofiser al lu italian, kinniget en devoa sevel ur rouedad dezougen dour en Aix-en-Provence abaoe menez Sainte-Victoire. Kevrataet eo d'an 19 a viz Ebrel 1843 ha dilojañ a ra ar familh en Aix-en-Provence. Ur wech kadarnaet prenadenn ar gwirioù e 1844, e sav an tad gant kenlabourerien un embregerezh arc'hantel anvet Société du canal Zola. Al labourioù a grog e 1847. Mervel a ra gant an danijenn skevent d'ar 27 a viz Meurzh 1847 echuet e oa bet gantañ sevel ar stankell Zola en Aix-en-Provence memestra.

Arc'hantourien an embregerezh kanol a c'houlenn o arc'hant. E miz Mae 1851, an itron Aubert a ya e Pariz gant he mibien evit arvestiñ ar prosez etre Jules Migeon hag arc'hanterien an embregerezh Kanol Zola. Ana rc'hantourien a lak da aziskleriañ ar freuz-stal dre lez-varn kenwerzh Aix-en-Provence e 1852. D'an 10 a viz Mae 1853, an embregerezh Kanol Zola a zo gwerzhet dre gresk. Adprenet eo gant an arc'hanterien ha dont a ra da vezañ Migeon et Compagnie.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù
heuliad Les Rougon-Macquart
heuliad Trois villes
  • Lourdes, Charpentier et Fasquelle, Paris, 1894.
  • Rome, Charpentier et Fasquelle, Paris, 1896.
  • Paris, Charpentier et Fasquelle, Paris, 1898.
heuliad Quatre Évangiles
  • Fécondité, Fasquelle, Paris, 1899.
  • Travail, Fasquelle, Paris, 1901.
  • Vérité, Fasquelle, Paris, 1903 (oberenn dalif).
  • Justice (n'eus nemet notennoù anezhañ).