Yann Iañ (dug Breizh)
Yann Iañ (ganet e-tro 1217-1218 – marvet d'an 8 a viz Here 1286, e kastell an Enez, Marzhan), lesanvet Yann ar Rouz, zo bet Dug Breizh eus 1237 da 1286.
Mab da Bêr Brizhkloareg hag Aliz Breizh e oa.
Bec'h en deus bet e vuhez-pad gant ar noblañs hag ar c'hloer. Trec'hiñ a reas div wezh aotrouien savet enep dezhañ e 1142 hag e 1157.
Mont a reas d'an eizhvet Kroaziadeg gant Loeiz IX.
Dimezet e oa gant Gwenn Navarra hag eizh bugel o doa.
En e raok: Pêr Brizhkloareg |
Rouaned ha Duged Breizh ![]() 1237 – 1286 |
War e lerc'h: Yann II |