Haskalah

Eus Wikipedia

An Haskalah, anvet alies Sklêrijennoù yuzev (השכלה, ger ha ger, 'furnezh', 'deskadurezh') zo ul luskad-spered diwanet e-touez Yuzevien Europa ar c'hreiz hag ar Reter, gant levezon war Yuzevien Europa ar C'hornôg hag ar bed arab ha muzulman. Diwanañ a reas er bloavezhioù 1770 evel savboent ideologel sonn a-raok mont diwar-wel goude 1881 gant ar vroadelouriezh yuzev.

Daou bal a oa d'an Haskalah : mirout ar Yuzevien evel ur gumuniezh unvan ha dispartiet diouzh ar re all ha labourat evit un azginivelezh moral ha speredel, dre implij an hebraeg er vuhez pemdez. Asambles gant se e poanias evit ebarzhiñ gwelloc'h ar Yuzevien en o endro.