Hebraeg ar Samaritaned
Hebraeg ar Samaritaned (???) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Israel, Palestina |
Rannved : | |
Komzet gant : | 653 evel yezh relijiel (2003) |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Yezhoù afrez-aziatek Yezhoù semitek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | sem |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | SMP |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh semitek eus is-skourr ar yezhoù kananek eo hebraeg ar Samaritaned implijet evel yezh relijiel gant en-dro da 650 Samaritan e Palestina hag e Israel.
Diorroet e oa bet ar yezh-mañ diwar hebraeg ar bibl herevz distagadur ha doare-skrivañ ar Samaritaned.
Skrivet e vez gant al lizherenneg samaritanek, diazazet war-eeun war al lizherenneg kent-hebraeg.
Hervez distagadur hebraeg ar Samaritaned ec'h eo deuet da vezañ mut al lizherennoù א alef, ע ayin, ה heh, ha ח ḥeth; al lizherennoù ב beth (samaritaneg: bît) ha ו waw (samaritaneg: ba) a c'hell bezañ distaget [b] o-div; al lizherenn ש sin a vez distaget atav šin; hag an taol-mouezh a vez peurliesañ war an eil silabenn diwezhañ kentoc'h evit war ar silabenn diwezhañ evel en hebraeg.