Anne Frank

Eus Wikipedia
Anne Frank
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Rann eusCanon of Dutch Literature (2002, MNL) Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTrede Reich, statelessness, Republik Weimar Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAnnelies Marie Frank Kemmañ
Anv ganedigezhAnnelies Marie Frank Kemmañ
Anv-bihanAnnelies, Marie Kemmañ
Anv-familhFrank Kemmañ
Anv e kanaアンネ・フランク Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mez 1929 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMaingau Clinic of the Red Cross Kemmañ
Deiziad ar marvC'hwevrer 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvBergen-Belsen Kemmañ
Doare mervelunnatural death Kemmañ
Abeg ar marvTifuz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBergen-Belsen Kemmañ
TadOtto Heinrich Frank Kemmañ
MammEdith Frank-Holländer Kemmañ
Breur pe c'hoarMargot Frank, Eva Schloss Kemmañ
KarEva Schloss Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetnederlandeg, alamaneg Kemmañ
Place of detentionAuschwitz-Birkenau, Westerbork Transit Camp, Bergen-Belsen Kemmañ
Micherdiarist, skrivagner Kemmañ
Bet war ar studi e6th Montessori School Anne Frank Kemmañ
Lec'h annezFrankfurt am Main, Merwedeplein 37-II, annex Prinsengracht 263, Frankfurt am Main, Bergen-Belsen Kemmañ
Deroù ar prantad labour1942 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1944 Kemmañ
RelijionYuzevegezh adreizhet Kemmañ
Liv ar blevblev du Kemmañ
Tuadur revelnon-heterosexuality Kemmañ
Oberenn heverkDiary of Anne Frank, Tales from the Secret Annex Kemmañ
HashtagAnneFrank Kemmañ
Deskrivet dreThe Diary of Anne Frank, The Diary of Anne Frank, Where Is Anne Frank, The Diary of Anne Frank, Love All You Have Left Kemmañ
Subject has roleHolocaust victim Kemmañ
Dileuriet gantAnne Frank Fund Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerAnne Frank Fund Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.annefrank.org Kemmañ

Annelies Marie Frank (12 Mezheven 1929 - 12 Meurzh 1945) a oa ganet e Frankfurt am Main (kêr vrasañ land Hessen en Alamagn) ha mervel a eure e kamp-bac’h Bergen-Belsen.

Ur grennardez yuzev a oa anezhi, ha skrivañ a reas, en Amsterdam, e-kerzh aloubidigezh an Izelvroioù gant an Alamaned, un deizlevr e nederlandeg hag a voe troet goude ar brezel e tri-ugent yezh ha gwerzhet pemp milion warn-ugent a skouerennoù anezhañ dre ar bed.

He bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc’h yaouañ Otto Heinrich Frank (1889-1980) hag e wreg Edith Hollander (1900-1945) e oa Anne Frank. Pa zegouezhas [Adolf Hitler]] e penn Alamagn e 1933 e kuitajont Frankfurt da vont da Amsterdam evit tec’hout rak heskinerezh an nazied. en ur ranni e karter Merwedeplein e vevas Anne Frank hag he familh etre 1934 ha 1942

E 1940 koulskoude e voe aloubet an Izelvroioù gant an nazied, ha kerkent e voe klasket war-lerc'h ar Yuzevien. Trizek vloaz e oa Anne Frank d'ar 6 a viz Gouhere 1942 pan eas an tiegezh da guzhat el labouradeg "Opekta" a oa da Otto Frank hag a oa e karter Prinsengracht e kreiz-ker Amsterdam.


Ar vuhez e kuzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet e oa ar savadur e div lodenn, an hini diaraok hag an hini diadreñv: en diaraog e oa an embregerezh hag ar stal, burevioù a-us dezho. Evit ar stal a yae betek ar sanailh dindan an adti, an Achterhuis. En estaj an ti en diadreñv eo e oa eizh den o kuzhat: Otto hag Edith Frank, tud Anne; Anne hag he c'hoar vras Margot; an aotrou Dussel, un dentour yuzev (Fritz Pfeffer e wir anv); an aotrou hag an itron Van Daan hag o mab Peter (Van Pels o gwir anv). Kuzhet e oa an nor da vont e-barzh an adti a-drek ul levraoueg savet a-benn-kaer. Degaset e veze boued d'an eizh den-se gant pevar den: Jo Kleiman, Viktor Kugler, Miep Gies hag Elly Vossen. E-kerzh ar bloavezhioù-se e kontas Anne en he deizlevr pegement a aon he devoa o vevañ e kuzh, penaos e kroge da vezañ douget da Beter, penaos e savas bec'h etre he zud ha hi, ha pegen bras e oa he c'hoant da vout skrivagnerez. Tremen a rejont daou vloavezh e kuzh evel-se.

Flatret ha tapet gant ar polis alaman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 4 a viz Eost 1944 ez eas unan bennak da bellgomz d'ar Gestapo, a gasas ar Grüne Polizei d'o dastum. Kaset e voent neuze da gamp Westerbork da gentañ, ha d'an 21 a viz Gwengolo e voent lakaet en tren diwezhañ war-du Auschwitz. Eno e tegouezhjont tri devezh war-lerc'h. Jo Kleiman ha Victor Kugler a voe bac'het. Miep Gies ha Bep Voskuijl, a oa bet ouzh o gwareziñ, ne voe ket klasket afer outo. E-keit-se e voe kavet deizlevr Anne gant Miep Gies hag Elly Vossen, div eus o gwarezerien. Bez e oa anezhañ meur a gaier a 300 pajennad dornskrivet en holl. Kuzhet e voe ar gavadenn gant Miep Gies en he burev.

Ur miz e tremenas Margot hag Anne e kamp Auschwitz-Birkenau a-raok bout kaset da v-Bergen-Belsen, ma varvjont gant ar vrec'h-du e miz Meurzh 1945, daou viz a-boan a-raok dieubidigezh an Izelvroioù. 16 vloaz e oa Anne. Edith Frank, mamm Anne a voe skoet klañv hag a varvas gant ar skuishentez en Auschwitz-Birkenau. Hermann van Pels a voe kaset d'ar gambr-gas e miz Gwengolo 1944 en Auschwitz-Birkenau

Fritz Pfeffer a voe skoet klañv hag a varvas gant ar skuishentez d'an 20 a viz Kerzu 1944 e Neuengamme. Augusta van Pels a varvas e miz Ebrel 1945 e Theresienstadt. Peter van Pels a varvas d'ar 5 a viz Mae 1945 e kamp Mauthausen. Ne chomas nemet Otto Frank, tad Anne, a zeuas e-maez kamp-diouennañ Auschwitz. Mervel a eure e Basel (Suis) e 1981 d'an oad a 91 bloaz.

War-lerc'h ar brezel, pa voe asur e oa marvet Anne, ez eas Miep Gies da gas deizlevr e verc'h dezhañ. Neuze en lakaas embann dindan an anv Deizlevr Anne Frank.

Nagennouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù tremen ez eus deuet a zindan wask un embannadur eus skrid orin Anne Frank hag eus an hini bet graet gant he zad. Tud zo evel an nagennour gall Robert Faurisson, a nac'h e vije gwir ar pep brasañ eus danevell ar grennardezenn. Meur a skiantour a zo bet o plediñ gant ar skridoù ha dizarbennet eo bet tezennoù Faurisson.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1960 e c'haller gweladenniñ an ti ma voe Anne hag he ziegezh o kuzhat. Unan eus ar mirdioù a vez gweladennet ar muiañ en Amsterdam eo. Er bloavezh 1959, e voe savet ur film diwar he levr gant George Stevens. Meur a film skinwel zo bet graet ivez, hag ur film tresadennoù- bev japanat zo bet graet ivez, Anne no nikki e 1995.

Danvez kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.