Mont d’an endalc’had

Tifuz

Eus Wikipedia
Tifuz
infectious disease, endemic disease, Doare ar c'hleñved, takson
Iskevrennad eusprimary bacterial infectious disease, kleñved Kemmañ
Anv skiantelTyphus group Kemmañ
Renk taksonomektalvoud ebet Kemmañ
Takson uheloc'hRickettsia Kemmañ
Abeg pennañRickettsiaceae Kemmañ
Dibarder mezegelinfectious diseases Kemmañ
Gram stainingGram-nann Kemmañ
ICD-9-CM081.0, 081.9, 080 Kemmañ
ICPC 2 IDA78 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC84689, C84688 Kemmañ
Dispuilh degaset gant an tifuz.

Ar pennad-mañ zo gouestlet d'an tifuz. Arabat eo e zroukveskañ gant an derzhienn-alter !

An tifuz (eus an henc'hresianeg typhos a dalvez diegus) eo an anv a vez roet d'ur strollad kleñvedoù damheñvel grevus evit Mab-Den. Degaset e vez ar c'hleñvedoù-se gant bakteri eus kerentiad ar Rickettsia.

An arouezioù boutin da holl ar seurtoù tifuz zo an derzhienn a c'hall mont betek 39 °C ha poan-benn. Er broioù trovanel, an tifuz a vez droukvesket alies gant an denga.

seurtoù tifuz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri seurt tifuz zo :

  1. An tifuz laouek pe tifuz european
  2. Kleñved Brill-Zinsser
  3. An tifuz trovanel

Tifuz laouek ou Tifuz european

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tifuz laouek a vez degaset gant al loustoni ha lakaat a ra kleñvedoù-red marvus da loc’hañ e-pad ar brezelioù pe ar gwallreuzioù naturel. An organeg a zegas ar c’hleñved eo ar Rickettsia prowazekii, roet gant laou an dud (Pediculus humanus corporis). An arouezioù zo : poan benn, terzhienn, ur santimant anoued, faezhidigezh ha dispuilhoù war ar c’hroc’hen. Kavet e vez an tifuz-se er broioù kerreizh eus Europa dindan anvioù disheñvel : Terzhienn ar prizonioù, terzhienn ar gernez, terzhienn an ospitalioù pe terzhienn ar bigi abalamour ma tegouezh stank pa vez fall ar stad naetadurezh ha pa vez stank ar boblañs ; evel er prizonioù hag er bigi. Brudet eo kamp-bac’h Bergen-Belsen evit e loustoni a lakae an tifuz-red da ziwan ; Lakaat a reas kalz prizonidi da vervel eno.

Kleñved Brill-Zinsser

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

kleñved Brill-Zinsser zo ur seurt tifuz degaset ivez gant ar bakteri Rickettsia prowazekii met a darzh goude ur prantad hir ma chom kuzhet. N’eo ket ken grevus hag an tifuz laouek. E gwirionez ez eo ar stumm a gemer ar c’hleñved-se pa gouezh klañv en-dro ar re o deus tapet an tifuz laouek hag e vez degaset gant bezañs bazhelloù rickettsia e korf ar c’hlañvidi, e gwerblennoù al limf peurgetket.

Tifuz trovanel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet ivez Tifuz meksikan ; Tifuz ar Bed-Nevez ; Tifuz kêr

An Tifuz trovanel a vez degaset gant ar bakteri Rickettsia typhi ha diwan a ra er broioù trovanel hag istrovanel. Roet e vez gant c’hwen ar razhed, Xenopsylla cheopsis ; hag ivez a-wezhioù gant Rickettsia felis, ur spesad c’hwen a vev war ar c’hizhier hag an oposomed. An arouezioù zo : poan benn, terzhienn, ur santimant anoued, poan e melloù an izili, sevel a ra kalon ar c’hlañvidi, dislonkadennoù ha paz.

Lakaat a reer kemm etre ar seurtoù tifuz dre un test eus ar serom.

E-pad eil bloavez Brezel Peloponesos (-430) e oa skoet keoded Athen e Henc’hres gant ur c’hleñved-red spontus, anavezet abaoe evel Bosenn Aten, a lazhas, e-touez re all, Pericles hag e daou vab koshañ. Distreiñ a reas ar vosenn div wezh, e -429 hag e goañvezh 427/6 kent J ?-K.. An tifuz laouek an hini a zegasas ar stropad-se moarvat, hervez soñj ar vezeien hag ar skolveuridi.En ur brezegenn e miz Genver 1999 e Skol-veur Maryland, David Durack, kelenner mezegiezh e Skol-veur Duke a skrivas : "Terzhienn an tifuz laouek eo an displegadenn wellañ. En e greñvañ e vez en amzer brezel ha disvoued, 20% merventi a vez, lazhañ a ra ar c’hlañvour goude 7 devezh, hag a-wezhioù e tegas ur rouestladenn arouezius : ar varvenn-gig e penn ar bizied hag ar bizied-troad. Kavout a reer holl ar perzhioù-se gant Bosenn Aten."[1],[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Zinsser, Hans, Rats, Lice and History: A Chronicle of Pestilence and Plagues. Originally published in Boston in 1935, later edition in 1963. Most recent edition 1996, Black Dog & Leventhal Publishers, New York. ISBN 1-884822-47-9.
  • Gomme, A. W., edited by A. Andrewes and K. J. Dover. An Historical Commentary on Thucydides, Volume 5. Book VIII Oxford University Press, 1981. ISBN 0-19-814198-X.
  1. Gwelet ivez : http://www.umm.edu/news/releases/athens.html
  2. Gomme, A. W., embannet gant A. Andrewes and K. J. Dover. An Historical Commentary on Thucydides, Volume 5. Book VIII Oxford University Press, 1981. ISBN 0-19-814198-X.