Mont d’an endalc’had

Naziegezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nazied)
Naziegezh
ideologiezh politikel
Iskevrennad eusfaskouriezh, Enepyuzevegezh, ethnic supremacism Kemmañ
Deiziad kregiñ1920 Kemmañ
Deiziad echuiñ8 Mae 1945 Kemmañ
Pleustret gantNazi Kemmañ

An naziegezh eo ideologiezh faskour ar "Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman" (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei), anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi, a oa renet gant e Führer ("rener") Adolf Hitler.

Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 ; eus an Trede Reich e komzer ivez. Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù.
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar « c'houenn arian » dreist an holl « c'houennoù » all.

Kreizennadur ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Biskoazh n'eus bet e strollad Adolf Hitler ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx hag e heulierion Lenin, Stalin, Trotski, Pol Pot, Mao hag all.

En oberenn Hitler, Mein Kampf ("Ma stourm", 1925-1923), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn dre Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel pe vrizh-skiantel eztaolet fraezh, evel ma vez bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.

Klask a rae Alfred Rosenberg bezañ lakaet da bennideologour an NSDAP er bloavezhioù 1930, met goap a veze graet outañ gant ar pennoù bras nazi all, dreist-holl gant Goebbels.

N'eus ket bet evit gwir a strolladoù nazi ereet kenetrezo en ur framm politikel kreizennet, evel ma oa ar strolladoù komunour dre ar bed d'ur mare.

Diazezet e oa ideologiezh an NSDAP war ar poentoù-mañ :

  • Blut und Boden ("gwad ha douar") : gouennelouriezh hag aloubiñ broioù amezek ;
  • Volksgemeinschaft ("Kumuniezh ar bobl a-bezh") : lakaat fin dre nerzh d'an holl stourmoù politikel ha klasel ;
  • Rassenkampf ("Stourm gouennel" ): enepyuzevegezh hag enepslavegezh dreist-holl, koulz ha diouennañ an dud siet (Eutanaziezh T-4) hag an dud heñvelrevel.
  • Führerstaat ("Stad sturierezhel" ): diktatouriezh hollek un den, da lavarout eo Adolf Hitler.

Koulskoude e oa divizet ul lodenn vras eus politikerezh ar gouarnamant nazi en un doare ad hoc, hag alies a-walc'h e veze tabutoù hiniennel etre pennoù-bras an Trede Reich.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]