Primo Levi

Eus Wikipedia
Primo Levi
Primo Levi
Primo Levi
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh D'an 31 a viz Gouere 1919
Torino, Banniel Rouantelezh Italia Rouantelezh Italia
Marv D'an 11 a viz Ebrel 1987
Torino,  Italia
Yezh skrivañ italianeg
Luskad lennegel Realour
Rumm lennegel Romant, arnodskrid, emvuhezskrid, danevell, barzhoneg
Enorioù Priz Strega (1978) gant La chiave a stella
Oberennoù pennañ

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Primo Levi zo ur c’himiour hag ur skrivagner italian, ganet e Torino d’an 31 a viz Gouhere 1919, hag en em lazhet eno d’an 11 a viz Ebrel 1987. E dud a oa eus familhoù a orin yuzev, gwriziennet a gozh e Piemonte.

E 1934 e voe lakaet e anv e lise klasel Massimo d'Azeglio e Torino, bet darempredet gant tud a zo bet brudet diwezhatoc’h dre o stourm enep ar faskouriezh. E-pad un toullad mizioù e voe graet skol italianeg dezhañ gant Cesare Pavese, a deuas da vezañ ur skrivagner anavet.

Tapet gantañ e vachelouriezh e 1937, ez eas da studiañ kimiezh da Skol-Veur Torino.

E 1938 e voe savet al leggi razziali (lezennoù ar gouennoù), a rae gaou d’ar yuzevien, hag a vire outo da labourat gant ar stad, evel kelennerien da skouer.

E 1941, goude m’en doa bet poan o kavout ur c’helenner da dremen e dezenn, e voe degemeret gant meuleudioù an holl varnerien. War e ziplom e oa merket : «di razza ebraica», a ouenn yuzev.

E 1942 ez eas da v-Milano da chom ha da labourat. Abalamour da lezennoù ar gouennoù avat ne c’halle ober, evel yuzev a orin, nemet tammoù labourioù berrbad.

C'hoantaat a reas neuze kemer perzh er stourm a-enep ar faskouriezh, hogen berrik e voe ar perzh-se rak buan e voe harzet e Bruscon, e Traoñienn Aosta, d’an 13 a viz Kerzu 1943 gant ar faskourien italian. Ac’haleno e voe kaset da gamp-bac’h Fossoli, e-tal Modena, ha roet gante d’an Alamaned dre ma oa yuzev.

Auschwitz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaset e voe da Auschwitz (da gamp Auschwitz III – Monowitz end-eeun) e miz C'hwevrer 1944, ha chom a eure eno dek miz evel häftling (da lavarout eo labourer) niverenn 174 517.

War-lerc’h bet ur pennad o labourat dre heg amañ hag ahont, e voe lakaet dre chañs e-barzh ul labourva eus ar "Buna", ul labouradeg stag ouzh ar gompagnunezh IG Farben, ma veze graet gom sintetek. Gwarezet e oa gant e ampartiz evel kimiour. Klañv ma voe goude gant an derzhienn ruz, e oa bet lakaet e ti ar glañvourien, ha ne ne oa ket bet taolet gant an Alamaned da gerzhout war an hentoù a-gevret gant ar brizonidi all, da dec’hel dirak an Arme Ruz o tostaat. Dieubet e voe ar c’hamp gant ar Rused d'ar 27 a viz Genver 1945.

Eus ar 650 yuzev italian a oa bet kaset gantañ ne chome nemet 20 ken, ha Primo Levi unan anezho.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma voe dieubet ar c’hamp e miz Genver 1945 ne erruas Levi en Italia nemet e miz Here. Ar pezh a c'hoarvezas etre keit-se a zo kontet el levr La Trega.

Goude distreiñ da Italia e krogas Levi da labourat evel kimiour e Torino, en ul labouradeg kimiezh, un ti aozañ gwernis ma teuas da vezañ rener betek ar c’houlz da vont war e leve .

Buan e stagas da skrivañ diwar-benn pezh en doa gwelet ha bevet er c'hamp-bac'h, ha penaos e oa bet baleet dre Europa ar Reter a-raok degouezhout er gêr. Eus ar skridoù-se e vo graet daou levr deuet da vezañ oberennoù klasel: Se questo è un uomo ha La Tregua.

Derc'hel a reas da skrivañ betek e varv.

Dimeziñ a reas gant Lucia Morpurgo, ha daou vugel a voe ganet dezho.


Embann e levr kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E gwirionez e oa ken prederiet an dud gant adsevel ar vro war-lerc'h ar brezel ma ne oant ket troet da selaou an traoù spontus hag euzhus en doa c'hoant da gontañ diwar-benn ar c'hampoù-diouennañ. Hag e 1947 e voe nac'het al levr gant an ti embann Einaudi, embanner bras eus an tu-kleiz e Torino. Dont a reas a-benn da gavout un embanner bihan, De Silva, a lakaas moulañ daou vil pemp kant skouerenn hepken, ha ne voe gwerzhet nemet mil pemp kant anezho, e Torino dreist-holl, en desped d'ar pennad meulus diwar al levr graet gant Italo Calvino e-barzh L'Unità.

Dre ma oa sur Levi ne oa ket danvez ur skrivagner ennañ ne bledas mui nemet gant e vicher kimiour e-pad an dek vloaz war-lerc'h.

E 1956, en un diskouezadeg, e kavas ur bagad tud yaouank prest d'e selaou, an dra-se eo a oa bet manket dezhañ, ha kalon da skrivañ a adkemeras diwar-se .

En dro-se e voe divizet gant Einaudi embann al levr a zo bet moulet hag advoulet abaoe en un toullad mat a yezhoù, an alamaneg en o zouez. Adstagañ a reas neuze da skrivañ hag embannet e voe e holl oberennoù gant Einaudi, ma teujont da vezañ brudet mat en Italia hag er broioù all: gant La Tregua ez eas ar c'hentañ priz Premio Campiello, e 1963. E 1978 eo gant La chiave a stella e tapas ar Premio Strega hag ar Premio Viareggio.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em lazhet e oa Levi d’an 11 a viz Ebrel 1987, oc’h en em deurel eus penn-laez skalieroù an ti ma oa o chom, hervez an enklask a voe graet kenkent. Kement-se a voe ur vazhad d'e holl vignoned, ha lod a grogas da soñjal ne c'halle ket bezañ en em lazhet hag e oa bet ur gwallzarvoud kentoc'h. Skridvarnourien zo a gav kevrinus e varv ha diaes krediñ en e emlazh abalamour d’ar c’hej-mej a deñvalijenn hag a zrantiz a gaver en e levrioù. Lizher ebet n’en devoa lezet Levi war e lerc’h ivez. Diwar e benn e varv e tisklerias Elie Wiesel neuze « e oa marvet Primo Levi en Auschwitz daou-ugent vloaz kentoc’h."

E levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E levr kentañ e voe Se questo è un uomo (1947) (Hag un den ez eus anezhañ, Si c'est un homme, e galleg), embannet prestik war-lerc’h fin ar brezel. Kontañ a ra ennañ penaos e oa buhez ar brizonidi er c'h-kampoù-bac’h, ha penaos en deus gallet treuzvevañ. Skrivañ a ra : «Penegwir en deus gallet Auschwitz bezañ ez eo trawalc’h da gement hini a zo da chom hep ober anv eus Ragevezh Doue ken ». Da gentañ ne voe ket taolet nemeur a evezh ouzh al levr a vez sellet bremañ evel ur bennoberenn. Skrivet e oa bet evit aezetaat d’an oberour a zalc’he da c’houzañv diwar ar poanioù tremenet a chome peg outañ.

Troet eo bet al levr diwar an italianeg gant Serj Richard hag embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 2015 (Hag un den ez eus anezhañ, ISBN 978-2-86863-174-9)

Skrivet en deus ivez danevelloù (Lilith, hag all) etre gwirvoud ha moliac’h, kaoz enno eus abadennoù eus e vuhez en Auschwitz, eus e labour kimiour, pe eus e yuzevegezh.

Naziouriezh ha komunouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Primo Levi e oa kemm bras etre politikerezh an Nazied en Alamagn nazi hag hollveliouriezh ar Gomunourien en Unaniezh Sovietek hag e Republik Sina. O-zeir, emezañ, e oant broioù ma rene an hollveliouriezh, hag o-zeir ec’h embannent petore rummad renkadoù pe gouennoù a oa diezhomm hag a ranke ar gevredigezh kaout an dizober anezho. Koulskoude, gant an Nazied e oa an dud da vezañ renket evel ma oant ganet, hervez o gouenn, ha n’hallent ket kemm, e-skoaz gant ar gouarnamantoù sovietek ha sinaat e oant renket hervez o lec’h er gevredigezh, hag a c’hallent kemm e-kerzh o buhez. Gant se, gouez da Levi, e vije degemeret mab ur c’hapitalour bras evel un den talvoudus d’ar gevredigezh sovietek ma asantje sevel enep d’e renkad orin ha d’ar gapitalouriezh. D’an Nazied avat e chom yuzev ar yuzev, da lavarout eo un amprevan da lazhañ, ha netra ken.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Se questo è un uomo, 1947 ("Hag un den ez eus anezhañ", troet diwar an italianeg gant Serj RICHARD. Mouladurioù Hor yezh. 2015. Titl e galleg: Si c'est un homme).
  • La tregua (1963), La trêve. Danevell diwar-benn e zistro eus Pologn da Italia, a-dreuz Europa. Ur film a zo savet gant Francesco Rossi diwar al levr.
  • Storie naturali 1966, (Istorioù Naturel, Histoires naturelles), danevelloù dindan an anv-pluenn Damiano Malabaila.
  • Vizio di forma (1971), Vice de forme. Danevelloù.
  • Lilìt e altri racconti (1971). Danevelloù. E galleg: Lilith et La recherche des racines, 1981.
  • Il sistema periodico (1975), Le système périodique. Danevelloù a denn d’ar gimiezh dreist-holl.
  • La chiave a stella (1978), La clé à molette.
  • La ricerca delle radici (1981). E galleg: Lilith et La recherche des racines (1981).
  • Le fabricant de miroirs.
  • Se non ora, quando? (1982) Maintenant ou jamais.
  • Ad ora incerta (1984). Dastumad barzhonegoù.
  • L'altrui mestiere (1985), opera saggistica.
  • I sommersi e i salvati (1986) Les naufragés et les rescapés.
  • Conversazioni e interviste 1963-1987 (1997), embannet war-lerc’h e varv.
  • L'Asimmetria e la vita, 2002, L'Asymétrie de la Vie, Robert Laffont 2004. Dastumad pennadoù a bep seurt, enañ skridoù a bouez. En o zouez e kaver ar rakskrid graet gant Levi da embannadur italianek buhezskrid Rudolf Höss, a oa komandant kamp-diouennañ Auschwitz.

Levrioù italianek.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Carole Angier, Il doppio legame - Vita di Primo Levi, Mondadori, 2004

Dihelloù italianek all.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Interviste televisive a Primo Levi.
  • Al visitatore: skrid italianek Primo Levi da-geñver digoradur Memorial an Italianed en Auschwitz, 1980

Dihelloù saoznek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Primo Levi, gant Ian Thomson.
  • The Double Bond: Primo Levi: A Biography, by Carole Angier.
  • Primo Levi: Tragedy of an Optimist, by Myriam Anissimov.

Dihelloù gallek a bep seurt.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn marv Levi.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn se...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]