Serj Richard
Serj Richard | |
---|---|
Deiziad ganedigezh | 14 Here 1956 |
Lec'h ganedigezh | Nogent-sur-Marne (94) |
Bro | ![]() |
Micherioù | Kelenner Skrivagner Pedagogour Troour |
Oberennoù pennañ |
|
Skourr | Liseoù Pariz
Skolaj ha Lise Gwengamp IUFM Sant-Brieg ESPE Sant-Brieg |
kemmañ ![]() |
Serj Richard (pe Serge Richard hervez e anv ofisiel), ganet e Nogent-sur-Marne e 1956, zo kelenner brezhoneg, ha skrivagner brezhonek. O kelenn brezhoneg e Gwengamp eo bet e-pad 20 vloaz. E Skol-veur Breizh-Izel (SBI) hag e Skol uhel ar c'helennerezh hag an deskadurezh emañ bremañ. Kinnig a ra, d'an danvez-kelennerien, kentelioù didaktik ar brezhoneg ha kentelioù merañ ar c'hlasad. Stourmer politikel eo bet ivez gant UDB : e 2001 evit an dilennadegoù-kêr e Gwengamp[1], evel erlec'hier evit an UDB e kanton Gwengamp e 2015[2],[3]. Emañ war e leve abaoe 2022.
Pariz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a vloaz e oa bet o kelenn brezhoneg e korn-bro Pariz (etre 1981 ha 1992) a-raok dont da Vreizh da chom e 1992.
Kelenner eo bet e Ti Ar Yaouankiz (22 straed Delambre, el lec'h m'emañ Ti Ar Vretoned) da gentañ, adalek 1980, da c'houde e liseoù Plaisir, Massy, Nanterre ha Meudon hag e Skol-Veur Pariz III (ILPGA / Institut de Linguistique et de Phonétique Générale et Appliquée, etre 1988 ha 1992).
Etre 1979 ha 1981 e veze e Larruen (Bro-Plin) o kemer perzh e Skol Louarn Larruen evel kasour ha rener en unan eus ar c'hreizennoù dudi kentañ bet dalc'het e brezhoneg e Breizh, asambles gant René Richard (anezhañ animatour Kazetenn ar Vro-Plin), Liliane Torraval ha re all.
Stourm kalet en deus graet e 1987 evit dont a-benn da vezañ entitlet evel AE brezhoneg (Adjoint d'Enseignement) goude bezañ bet MA brezhoneg (Maître Auxiliaire). Meur a staj en deus aozet ivez, a-gevret gant Ronan Tremel, evel ezel eus ar gevredigezh KBDP (Kelennerien war ar Brezhoneg an Deskadurezh Publik), da gentañ, ha da c'houde evel Prezidant ar gevredigezh etre 1989 ha 1992: Stajoù e Rijsel (Lille) ha Brusel, en Orleañs hag e Pariz un tammig e pep lec'h (Sorbonne, Pariz VIII, Lise Voltaire...).
E Pariz en deus krouet Radio-Bro a-gevret gant Okitaniz ha savet un ti evit brezhonegerien Pariz gant Mark Gwilhous : Ti ar Brezhoneg (Metro : Porte des Lilas).
Distro da Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1992 eo bet anvet da gelenner brezhoneg skolaj ha lise Gwengamp. Ugent vloaz eo bet o kelenn eno. E-kerzh ar bloavezhioù-se en deus bet tro da ginnig raktresoù ha beajoù e-leizh: Klasadoù glad er Faoued, e Sant-Nikolaz-ar-Pelem, e Plozeved, e Treglonou, beajoù e Kernev-Veur, e Bro-Gembre[4] , e Bro Sveden, devezhioù e koad Brekilien. Anatole Ar Braz eo bet er pezh-c'hoari savet gant ar strollad Gwelaran e Gwengamp e 2000-2001. Stourmet en deus ivez e 2003 a-enep ar "visio-conférence" evel benveg kelenn ar brezhoneg e liseoù an akademiezh. E 2007 e oa lezet ar mennozh a-gostez gant ar Rektor.
E Skol-veur Breizh-Izel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kelennet en doa brezhoneg e skourr Karaez Skol-veur Brest, en e benn Jean-Yves Plourin, gant ar gelennerien Tanguy Prigent, Bernard Chermat ha Ronan Tremel[5]. Goude se eo bet o kelenn e Skol-vistri Sant-Brieg hag e Skol-veur Brest. Kadoriad eo eus Kevrenn Brezhoneg-Keltieg ar Skol-veur. Lakaat a ra e studierien da ginnig atersadennoù berr skignet war "Arvorig FM", ha da sevel danevelloù embannet war ar gazetenn "Ya!".
Embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kenlabouret en deus gant TES hag embannet dafar pedagogel, evel un toulladig kelennerien war ar brezhoneg. En Skol-veur Breizh-Izel abaoe miz Gwengolo 2012 e kendalc'h da skrivañ levrioù evit ar yaouankiz ha da dreiñ oberennoù diwar yezhoù all.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skrivet en deus romantoù evit ar grennaded, embannet gant TES ha Keit Vimp Bev.
- "Ken tost d'an teñzor!", Koad Glas, TES, 2007.
- "Touell an traezh", Koad Glas, TES, 2010.
- "Enora Kerveleg ha paotr ar skramm", Koad Glas, TES, 2011.
- "Enora e Kernev-Veur", Keit Vimp Bev, 2014.
- "Rouanez ar pleg-mor", Keit Vimp Bev, 2017.
- "An aerouant ruz", Editions Goater, miz Du 2020. (un dastumad danevelloù: Francis Favereau, Serj Richard, Gireg Konan...)
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
* Agenda 1988 Deiziataer BREIZH BRETAGNE. Luc'hskeudennoù Lan Sezny. Ti-embann Rivages.
- Bibou e bed an echedoù, TES, 2008; Un tañva d'an echedoù evit skolaerien ar c'helc'hiad 2, TES, 2009.
- An Dengasaour (diwar "Le Misanthrope" gant Molière), Mouladurioù Hor Yezh, 2013. Eil embannadur reizhet, 2013.
- Hag un den ez eus anezhañ (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Se questo è un uomo", skrivet gant Primo Levi), Mouladurioù Hor Yezh, 2015.
- Ar beskont daouhanteret (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Il visconte dimezzato" skrivet gant Italo Calvino. Mouladurioù Hor Yezh). Miz Gouere 2016.
- An deiz a-raok an eürusted (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Il giorno prima della felicità" skrivet gant Erri de Luca). Mouladurioù Hor Yezh. Miz Here 2017.
- Ar Baron pintet (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Il Barone rampante" skrivet gant Italo Calvino). Mouladurioù Hor Yezh. Miz Here 2019.
- Troidigezhioù diwar e oberennoù:
- "Ken tost d'an teñzor!" a zo bet troet e gallaoueg dindan ar stumm "Le Naez sus le tenzor", chomet diembann[6]
- Ar Marc'heg na oa ket anezhañ (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Il Cavaliere inesistente" skrivet gant Italo Calvino). Mouladurioù Hor Yezh. Miz Kerzu 2020.
Pedagogiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Treuzwelusioù evit an hentenn Plouz-Foenn... war an hent. TES 2001.
- Poelladennoù kompren evit al levr Ni a gomz brezhoneg. Mark Kerrain. TES 2001.
- DVD evit an hentenn Plouz-Foenn... war an hent. TES 2004.
- Adstumm al levr Yezhadur. Yann Gerven, Lukian Kergoad. TES 2006.
- Poelladennoù kompren evit ar c'hasedigoù video A-hed ar c'hantved savet gant Kristian ar Braz. TES 2007.
- A bep seurt oberennoù, troidigezhioù ha poelladennoù evit TES. 2001 - 2011
- Corpus livres en breton Université de Montpellier. 2006.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kazetenn Ya!, niverenn 389, pajenn 12, un emgav gant... Serj Richard, deuet a Bariz betek Gwengamp, kelenner ha skrivagner, 23 a viz Du 2012
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 31/01/2001 Pennad Ouest-France Ul listenn breton a-gleiz
- ↑ Pennad gant ABP e 2015
- ↑ Lec'hienn an UDB
- ↑ 26/09/2013 Lec'hienn Ouest-France: Gwengamp. Evit saveteiñ ar Brezhoneg el lise, ur veaj profet
- ↑ [1], Pennad Telegramme 23 a viz Ebrel 2011.
- ↑ [2], "Écrivaije e banissaije en gallo", pennad gant Patrik Deriano, 7 a viz Meurzh 2014, embannet er webkazetenn Ya!