Pluniav
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Pluniav | ||
---|---|---|
Chapel Sant Nigouden. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pluméliau | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Baod (betek 2015) Pondi (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 56173 | |
Kod post | 56930 | |
Maer Amzer gefridi | Benoît Quéro 2014-2018 | |
Etrekumuniezh | Kreiz Mor-Bihan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Pondi | |
Lec'hienn web | www.plumeliau.net | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 624 ann. (2016)[1] | |
Stankter | 64 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 135 m bihanañ 33 m — brasañ 182 m | |
Gorread | 67,72 km² | |
kemmañ ![]() |
Pluniav a oa ur gumun eus Breizh e Kanton Pondi e departamant ar Mor-Bihan. Abaoe 2019 eo aet d'ober kumun Pluniav-Bizhui.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War lez ar Blavezh emañ Pluniav.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Plomeleau, Plemeliau, 1066; Plumeliat, 1286; Plemeleau, 1287; Plimeleau, 1288; Plemeliau, 1296; Plemeliant,1296; Plemelio, 1304; Ploemeliau, 1387; Plouemiliau, 1516; Ploemellyau, 1554; Plomelio, 1630; Plumelio, 1636[2]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En glazur e c'hleze ouzh kab en arc'hant, dornellek en aour, heuliet gant seizh rozenn en aour ouzh c'houremm
Sturienn ː Trema er Vuhe>
Aozer ː Loïc Ermoy (1979). Ar 7 rozenn a dalv evit ar 7 vloaz en deus renet Meliau, kent bezañ lazhet gant e vreur.[3]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Pluniav e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Pluniav, gant teir c'humun ennañ: Pluniav, Moustoer-Remengol ha Remengol. E Bann Pondi edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Pluniav ha lakaet Pluniav e Kanton Baod, bet krouet ha brasaet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Pluniav en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800 [4][5].
- 13 ha 14 Meurzh 1793: sevel a reas tud Pluniav ouzh galvadeg an tri c’hant mil soudard (lezenn an 23 a viz C’hwevrer 1793), lazhet e voe un ugent republikan bennak gante, ar c’homiser broadel Félix Ruinet du Tailly eus Pondivi, Christophe Picard, letanant a ganolierezh eus An Oriant hag an archer Beuve Méry en o mesk [6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 285 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 6,00 % eus he foblañs e 1911 [7].
- 1940: d'an 19 a viz Even e tegouezhas al lu alaman e Pluniav [8].
- 1944:
- 14 a viz Ebrel: daou benn an FTP er Mor-Bihan, Jean Kesler (Jim) ha Maurice Devilers (Michel), a voe lazhet en ur c'hrogad gant an Alamaned er Boulaye [9].
- Ti-post: d'ar 25 a viz Mae e voe tapet 91 145 Lur gant tud eus ar Rezistañs ha 2 656,10 Lur d'an 19 a viz Gouhere; d'an 2 a viz Eost e voe roet 2 100 Lur d'an FFI [10].
- 5 a viz Gouere: daou ezel eus an FTP a zo lazhet goude ur c'hrogad gant an Alamaned er Run [11].
- 14 a viz Gouere: emgann Kervernen etre an Alamaned hag an FTP, tro 160 soudard alaman a vije bet lazhet, 58 stourmer eus ar Rezistañs a varvas, un 20 bennak eus paotred ar strouezheg a voe fuzuilhet goude an emgann [12].
- 29 a viz Gouere: nav ezel eus ar Rezistañs, gant Jean Jamet, letanant en archeriezh bet ganet e Lannejenn ha Mathieu Donnart, penn an Armée secrète e Penn-ar-Bed en o mesk, a zo bet fuzuilhet gant an Alamaned er Rodu [13].
- 1945: d'an 23 a viz Mae e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman [14].
- Mervel a reas 41 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [15].
Brezelioù didrevadenniñ
- Mervel a reas ur milour ag ar gumun e Brezel Indez-Sina [16].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2015: war urzh ar maer e voe distrujet an "ti-kêr-ti-post", savet e 1951 gant an tisavour Léon Bellec hervez doare ar Seizh Breur.
- 2019 : Bodet e oa gant Bizhui-an-Dour d'ar 1añ a viz Genver 2019 evit ober ur gumun nevez : Pluniav-Bizhui[17].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Relijion gatolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Sant Nikolaz an Dour, XVIvet kantved.
E kêriadenn Sant-Nigouden[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Sant Nigouden, XVIvet kantved.
- Ar feunteunioù.
- Ar c'halvar.
Monumantoù arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Al linenn hent-houarn Pondi–an Alre a dreuz ar gumun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Jean Le Bec | Tu-kleiz, distrollad | |
Meurzh 2008 | Meurzh 2014 | Daniel Kerbart | Strollad Sokialour Gall | |
Meurzh 2014 | Du 2018 | Benoît Quéro[18] | Mezeg-loened | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Frañsez-Mari Beleg (1799-1878), troour brezhonek, ganet ha marvet e Pluniav.
- Stefan ar Strad (1865-1954), skrivagner brezhoneg, ganet ha marvet e Pluniav.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Alleno,
aotrounez Kersperlan |
En argant e deir joskenn en sabel diframmet en gul |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
- ↑ Cassini - EHESS - Pluniav - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 233, 280 ha 319
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 258
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Ouest-France, 19 a viz Mae 2010
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 140
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 282
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 141
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 142-147
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn III, pajenn 164
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ (fr) Recueil des actes administratifs du Morbihan, 28 Du 2018.
- ↑ « Municipales à Pluméliau. Benoît Quéro est le nouveau maire de la commune », Ouest-France, 31 mars 2014.
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014