Mont d’an endalc’had

Lannuon-Treger Kumuniezh

Eus Wikipedia
Lannuon-Treger Kumuniezh
Lannuon-Treger Kumuniezh
Anv gallek (ofisiel) Lannion-Trégor Communauté
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Rannvro Breizh
Departamant(où) Aodoù-an-Arvor
Furm kumuniezh tolpad-kêrioù
Sez Lannuon
Deiziad krouidigezh 1 Gen 2017
Kod RAKEM 200065928
Prezidant
Amzer gefridi
Joël Le Jeune
2020-2026
Poblañsouriezh
Poblañs 99 607 ann. (2017)[1]
Stankter 110 ann./km²
Douaroniezh
Niver kumunioù 57
Gorread 904,36 km²
Lec'hiadur en departamant
Lannuon-Treger Kumuniezh
Lec'hienn web http://www.lannion-tregor.com


Lannuon-Treger Kumuniezh[2] (Lannion-Trégor Communauté e galleg) a zo anezhi ur gumuniezh tolpad-kêrioù savet d'ar 1 a viz Genver 2013 etre kumunioù eus Frañs, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh.

Krouet eo bet e 2013[3], ha lakaet e pleustr d'ar 1añ a viz Genver 2014. Er gumuniezh-se emañ ar c'humunioù a oa e Tolpad-kêrioù Lannuon-Treger, reoù Kumuniezh kumunioù Beg ar C'hra, ha kumun Perroz-Gireg na oa e kumuniezh ebet.

D'ar 1añ a viz Genver 2015 eo bet ebarzhet Kumuniezh kumunioù Kreiz Treger.

D'ar 1añ a viz Genver 2017 eo bet ebarzhet Kumuniezh kumunioù Treger-Uhel ha Kumuniezh kumunioù Gourenez Lezardrev.

Ar c'humunioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

57 kumun a ya d'ober an etrekumuniezh:

  • Joël Le Jeune, maer Tredraezh-Lokemo, abaoe miz Genver 2014, addilennet goude mouezhiadegoù miz Ebrel 2014, ha dilennet en-dro e miz Genver 2015 ha 2017 pa voe adaozet ar burev da heul donedigezh ar c'humunioù nevez.

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Votet e oa bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Tolpad Keriou Lannuon Treger.
  • Roet e oa bet d'an Tolpad Keriou Lannuon Treger al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
  • Roet e oa bet d'an Tolpad Keriou Lannuon Treger al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 896 skoliad (10,6 % eus skolidi an tolpad-kêrioù evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Anvadur brezhonek ofisiel a gaver war al logo hag al lec'hienn
  3. Diferad prefed eus an 13 a viz Mae 2013.
  4. Ofis Publik Ar Breahoneg