Tregastell
Gant ar ger Tregastell e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Tregastell (disheñvelout).
Tregastell | ||
---|---|---|
Ar Maen Krouget. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Trégastel | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Perroz-Gireg | |
Kod kumun | 22353 | |
Kod post | 22730 | |
Maer Amzer gefridi | Paul Droniou 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 549 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 364 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 71 m | |
Gorread | 7,00 km² | |
kemmañ ![]() |
Tregastell zo ur gumun e Breizh e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War aod Mor Breizh, etre Pleuveur-Bodoù, Perroz-Gireg ha Lannuon (Servel) emañ Tregastell.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
B. Tanguy : Tregastel, 1225 ; eccl. de Trecastell, dibenn an XIVvet kantved ; Tregastell, 1426 ; Tregastel, 1461.
- Ar c'hastell (eus al latin castellum) a vefe ken kozh hag ar mare galian-ha-roman, pe savet er ||Krannmazer|Grennamzer]].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En glazur e deir zreustell gommek en aour ; e grennbalefarzh en gul karget gant un tour en argant mogeriet en sabel.
- Ger-ardamez : Krog e-barzh.
- Bet degemeret gant Kuzul ar Gumunn : 6 C'hwevrer 1987.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lodenn disrannet diouzh Pleuveur-Bodoù, kent 1225.
Kumunn adalek ar 24 C'hwevrer 1790.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 45 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,50 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 31 den a varvas abalamour d'ar brezel, unan anezhe e miz Here 1945 p'edo al lu gall o terc'hel Alamagn[2].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: ur soudard a varvas e 1949.
- Brezel Aljeria: mervel a reas tri milour.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mein veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- alez-toet Kerguntuilh
- alez-toet Enez-Rennod ("Ti al Lia")
- Taol-vaen Kerguntuilh
- Peulvan Tremarc'h
- Peulvan Keredol
- Peulvan Krec'h Ijen
- Maen-sav eus Oadvezh an houarn (bremañ e Ti an Douristed)
- Karreg dre natur Ar Roue Grallon
Savadurioù relijiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Santez Anna, gant e garnel
- Chapel Santez Anna ar Roc'hoù.
- Chapel Sant Golgon,
Savadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar C'hastell (galian ha roman)
- Kastell Kostaerez.
- Maner Kerlavoz
- ar vilin-vor.
- Ti-feurm Krec'h-Leo (XVII-XVIIIvet)
- Ti-feurm Ker-Feunteun, gwechall Koumanant Ti-Meur (XVvet)
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 31 a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 19 a viz Mae 2006 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1989.
- E distro-skol 2022 e oa 50 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (32,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keveleriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ Cassini hag EBSSA