Kerborzh
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Kerborzh | ||
---|---|---|
Alez-toet Maen-ar-Romped. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Kerbors | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Lezardrev (betek 2015) Landreger (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 22085 | |
Kod post | 22610 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-François Le Bescond 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 297 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 43 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 20 m bihanañ 0 m — brasañ 70 m | |
Gorread | 6,88 km² | |
kemmañ ![]() |
Kerborzh (distaget: [kɛrˈbɔrs]) a zo ur gumun eus Bro-Dreger e kanton Landreger, e departamant Aodoù-an-Arvor, e hanternoz Breizh. Lec'hiet eo e gourenez Lezardrev.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kerborzh emañ war lez reter genoù ar Yeodi.
Kumunioù amezek : Tredarzeg, Pleuvihan, Pleuveur-Gaoter
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
B. Tanguy : Cap. seu eccl. beatissimae Mariae de Kerportz, 1546 Kerpors, 1778.
An anv ne zeu ket diouzh ur porzh mor, mes diouzh porzh ur c'hastell (= cour).
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un trev eus Pleuvihan e oa Kerborzh, betek an 17 Mae 1856.
- 20 Gwengolo 1546 : beniget eo chapel Kerborzh.
- 25 C'hwevrer 1851 : parrez nevez Kerborzh a zo distaget diouzh hini Pleuvihan
- 17 Mae 1856 : kumunn Kerborzh a zo distaget diouzh hini Pleuvihan
- 26 Mae 1859 : beniget eo maen kentañ en iliz Itron Varia an Nec'h Kerborzh
- 15 Mezheven 1864, beniget eo an iliz Itron Varia an Nerc'h
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 30 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,03 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 31 a viz Kerzu 1943 e kouezhas un nijerez B-17 F (marilhet 42-31179 ha kodet DS-B) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) e Bellevue e Kerborzh[4].
- Mervel a reas c'hwec'h den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [5].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: ur milour a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alez-toet, ha kromlec'h Maen-ar-Romped. Enrollet an 23 Genver 1957.
- Stal brikennerezh Enez-Yar (amzer an Houarn)
- Gwechal chapel, hirie Iliz katolik Itron-Varia an Erc'h.
- Milin-avel ar Merdi (1574)
- Maner Kerc'hozh (XVIvet-XVIIvet). Enrollet an 21 Genver 1983
- Maner Keraliou (In hanter XVIIvet)
- Maner Treozel-Vras (XVIIvet)
- Maner Maez-Uhel (XVIIIvet)
- Maner Treozel-Bihan (fin XVIIIvet)
- Chapel Sant-Albin (1752)
- Monumant ar re varv.
- Lez ar Yeodi : enrollet an 10 a viz Du 1965
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb