Pleuvihan
Pleuvihan | ||
---|---|---|
An ti-kêr hag an iliz katolik. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pleubian | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Landreger | |
Kod kumun | 22195 | |
Kod post | 22610 | |
Maer Amzer gefridi | Loïc Mahé[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 313 ann. (2018)[2] | |
Stankter | 115 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 59 m | |
Gorread | 20,16 km² | |
kemmañ ![]() |
Pleuvihan a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, en arvor Bro-Dreger. Tost emañ eus ur "Bleuveur", evel a zo dleet (Pleuveur-Gaoter amañ).
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pleuvihan en em gav ouzh reter genoù ar Yeodi.
Kumunioù amazek : Kerborzh, Lanvaodez; Pleuveur-Gaoter
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
R. de Saint-Jouan : Pleubihan, pe Plubihan, 1034; Parvam Plebem; Pleubihan; Pleubian, 1790;
B. Tanguy : Par. Plubihan, 1034-1040; Parva Plebs, etre 1040-1066; Plubihan, c.1040, 1156, 1169; Plebihen, 1968-1077; Plobihan, 1202; Plebs Parva, v. 1330; fin, XIVvet; Parva Plebs, 1371; Plebihen, XIVvet; Ploebihan, 1469; (brezhoneg ar vro : Pleuvian)
E. Vallerie : Plubihan, 1031; Parvam Plebem, 1054; Plubihan, 1058; Plobihan, 1202; Plebe Parva, 1330; Parve Plebis, 1371; Plubihan, 1417; Plebe Parva, 1450; Plouebihan, 1516; Plouebihan, 1592; Plulihen, 1630, Ple-Bian, Ple-Bien, 1636
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [3].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 118 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,32% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [4].
Parrez nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezhas un nijerez B-17F (marilhet 41-24602 ha kodet PU-A) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) e Kervingant e Pleuvihan; daou nijour a voe lazhet, an eizh milour all a voe serret d'an Alamaned [5].
- Kemeret e voe 19 500 Lur en ti-post, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 1añ a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg [6].
- Mervel a reas 47 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lia Luzured
- Meineg Poull ar Varkez (3 peulven), bet enrollet an 2 Eost 1982;
- Peulven Poul-Roue
- Peuven Maen Kernevez (e troad Erv an Talberzh)
- Kador-brezeg (c. 1500); enrollet an 13 Gouere 1907.
- Kastell ar Wern (XVIvet-XVIIvet); en eus roet e anv da familh Launay / Gwern
- Maner Penn Krec'h (XVIvet), ivez gant familh ar Wern.
- Maner Kermoda (1648)
- Chapel Sant-Anton (1716); adkempennet e 1876
- Chapel Brestan (1769), enni ur vaen eus 1652
- Maner Krec'h Kelen (XVIIvet)
- Presbital kozh (XVIIvet)
- Ti-feurm Keflandry-bras (1657-1737-1777)
- Kroaz ar bourg (c. 1700)
- Ti Ti-Glas (c. 1700)
- Ti-feurm Roc'h-Morvan-Bras (1736)
- Ti-feurm Poull-Derrien (1776)
- Ti Kergomar (1787)
- Ti-gward (c. 1800)
- Puñs Prat ar Skoul (c 1800)
- Iliz Sant-Jorj (c. 1810-1814)
- Iliz katolik an Arvor, savet e 1932 gant James Bouillé.
- Monumant ar re varv.
- Aodoù an Arvor, gant e inizi, bet enrollet ar 25 C'hwevrer 1974
- Erv an Talberzh,
- Enez Gwenn, Enez Gwerc'hez, Tour tan "Héaux de Bréhat" (1836-1839)
- Krec'h ar maout, gant e semafor
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pleuvihan / Lec'h zo ezhomm daou vras d'ober un' bihan.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet ha marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann-Vari Rivoallan (Pleuvian, 26 Du 1748 / Roazhon, 14 Kerzu 1812); melestrour Aodoù an Hanternoz, kannad ouzh Bodadenn lezenel , 1791, ouzh Kuzul ar Re-Gozh, 1798, baner ouzh lez-varn Roazhon 1800, kuzulier ouzh al Lez, 1811.
- Pêr-Vari-Loeiz Koad-Kelen a Gerdu, marc'heg urzh Malta; bet ganet e Pleuloc'h ar 5 Mae 1758. En us skrivet un istor Malta (1805-1809), un istor Portugal (1807), hag ur veaj e Danmark ha Sveden. Aet da Anaon e Pleuvian an 9 Gwengolo 1816, ha bezeiet eno.
- Erwan-Mari Bertou, skrivagner (Alc’houeder Treger, Erwanig ha Kaledvoulc'h e anvioù-pluenn) ha drouiz. Unan eus an diazezourien Union Régionaliste bretonne (1898), ganet e Lancanaff, Pleuvihan, d'ar 4 a viz Gwengolo 1861 ha marvet eno ivez, en dienez, d'ar 27 a viz Genver 1933. (d'ar 29 Genver hervez R. de St Jouan. cf. Le Petit Bleu, 19.12.1964; La Bretagne à Paris, 11. 02.1933)
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean Rigaud : Géographie historique des Côtes-du-Nord. Francisque Guyon. Saint-Brieuc. 1890
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ouest-France
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 272, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb