Pleuveur-Bodoù

Eus Wikipedia
Pleuveur-Bodoù
Porzhig Landrelleg.
Porzhig Landrelleg.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pleumeur-Bodou
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Perroz-Gireg
Kod kumun 22198
Kod post 22560
Maer
Amzer gefridi
Pierre Terrien
2014-2020
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 837 ann. (2020)[1]
Stankter 144 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 46′ 36″ Norzh
3° 30′ 59″ Kornôg
/ 48.776666667, -3.516388889
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 106 m
Gorread 26,71 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pleuveur-Bodoù

Pleuveur-Bodoù a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor. Pleuveuriz a vez graet eus an annezidi.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pleuveur-Bodoù a zo war Mor-Breizh, etre Trebeurden ha Tregastell.

Kumunioù amezek : Trebeurden; Tregastell; Lannuon (Servel)

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bernard Tanguy : Plebs Magna Podou, Plebs Boudou, 1330; Plebs Magna Podou, c. 1330, fin XIVvet; Ploemeur Podou, 1461, 1481; Pleumeur-Bodou, 1486; Pleomeur Podou, 1543

Chom a ra diasur ar wrizienn Podou. Marteze diwar un anv den, evel evit Pleuveur-Gaoter.

Erwan Vallerie : Plebe Magna Podou, Plebe Boudou, 1330; Ploeneur ?, 1407; Plomeur Bodou, 1516; Pluuir Bodou, 1630; Pleumeur-Bodou, 1779

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En glazur e vor en argant leinet gant ur steredenn a beder zerenn en aourSturienn : Dreist mor ha douar — Ardamezioù degemeret war-dro 1963.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 128 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,13 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2], met hervez ar gevredigezh "Pleumeur en mémoires" e vankfe un 60 anv bennak ouzh ar monumant[3].

Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Maroko: ur milour a varvas e 1914.

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas 54 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Mojenn ar Roue Arzhur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Pleuveur ez eus ur c'hastell Kerduel, hag un enezenn Aval. Ha Kamlez nemañ ket pell ! Ha ma vefe ar vro tro war dro al Leger ar rouantelezh Logres ?

Trawalc'h evit lakat ar speredoù da dridal war mojenn ar Roue Arzhur, abalamour da gCarduel, ur gêrbenn ar Roue Arzhur, ha da enez Avalon, e-lec'h e vefe bet douaret.

Komz e vez eus daou Gembread deut war o zaoulin e kambr ar Roue Arzhur, e kastell Kerduel.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peulvan Sant Uzeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alez toet Ti ar C'hornandoned (pe Ti-Lia)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taol vaen Kerewen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz Sant Pêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chapel Sant Uzeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chapel Sant Samzun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kastell Kerduel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumant ar re varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Radom[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enez-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stag eo an Enez-Veur ouzh kumun Pleuveur, goude ma oa ur barrez distag, ha person enni, er bloavezhioù 1960.

Enez Aval[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

peulvan ha kroaz kozh-kozh

Enez Aganton (kroazioù kozh-kozh).[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enez Losket[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêriadenn galian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskadurezh ha buhez kenstroll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp skol a zo e Pleuveur-Bodoù :

  • Skolaj Paol ar Flemm (publik).
  • Skol Yann ar Morvan (publik) ar bourk.
  • Skol Enez-Veur (kentañ derez).
  • Skol Armand-Lagain (publik) Kerenog.
  • Skol Sant Jozef (prevez) lec'hiet er bourk.

Buhezek eo ar vuhez hag an traoù e Pleuveur, koulz eus kostez ar sevenadur hag eus kostez ar sport. Ar strolladoù sevenadurel a zo kevredet e-touesk an OKSD (Ofis-Kêr ar Sevenadurezh hag an Dudi) hag ar strolladoù sport e-touezh an OKS (Ofis-Kêr ar Sportoù). E Pleuveur-Bodoù a kaver ivez :

  • Un drompilhadeg
  • Ur c'hlub mell-droad
  • Ur c'hlub mell-dorn
  • Ur c'hlub tennis
  • Ur c'hlub tennis-taol
  • Ur c'hlub badminton
  • Ur c'hlub sport-emgann (judo)
  • Ur c'hlub embregerezh-korf, Cosmogym: meur a briz aet gantañ e kevezadegoù Bro-C'hall
  • Ur c'hlub marc'h-houarn war hent
  • Ur c'hlub MTB (Marc'h-houarn Treuz-Bro) : Aozer al "Lou-Anne", unan eus an traoù pennañ a c'hoarvez e Bro-Dreger, bep bloaz e miz Here
  • Ur skol vageal e kreizenn Enez-Veur

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Bun an Tábhairne 1992

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

d'Acigné, aotrounez Keruzeg ː

En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.

  • Ger-ardamez : Neque terrent monstra[4]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • Daniel Giraudon & Louis Lemoine : Saint Samson & Arthur Roi. Commission du Patrimoine. Pleuveur-Bodoù. 1993
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  • Edmond Rébillé : Itinéraire littéraire en Côtes d'Armor. Coop Breizh. 1998
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. Ouest-France, 11.11.2015
  4. Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890