Servel
Neuz
Servel (distaget: [ˈzerwɛl] er vro) a zo ur gumun gozh a Vreizh. Ul lodenn eus Lannuon (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) eo bremañ. Belleger a zo ur c'harter anezhi.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War lez hanternoz al Leger emañ Servel, etre Trebeurden, Pleuveur-Bodoù, Sant-Ke-Perroz, Lannuon.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]B. Tanguy : Selvel, 1330; eccl. de Selguel, c. 1330; Selvel, fin XIVvet; 1461; Selguel, Selvel, 1466; Servel, 1543; brezhoneg : Serwel[1] E. Vallerie : Selvel, 1330; Selvel, 1516; Cerne, 1630; Serve, 1731; Servet, 1779[2]
Dezougen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un aerborzh zo, hag aerborzh Lannuon, pe Aerborzh Lannuon-Aod ar Vein Ruz, a vez graet anezhañ. Gwechall e veze lavaret Tachenn-nij Lannuon-Servel pa ne oa ket c'hoazh un aerborzh, ha pa ne oa ket c'hoazh stag Servel ouzh Lannuon.
- Divizet e voe, d'an 13 a viz C'hwevrer 2018, paouez gant al linenn Lannuon / Pariz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kavet e vije bet tiez koshañ Breizh eno[3] hag a savje da -4800 vloaz a-raok JK, en neolitik koshañ.
- Ur barrez en Eskopti Treger e oa; krouet e voe diwar ul lodenn eus parrez Pleuveur-Bodoù.
- 1631-1632: ar vosenn a reas he reuz e Servel.
- E 1790 e voe krouet kumun Servel.
- Mervel a reas 74 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,84 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
- Implijet e voe nijva Servel gant al Luftwaffe (aerlu alaman)[5], bombezennet e veze alies gant ar Re Unanet; eno e voe fuzuilhet 22 zen ag ar Rezistañs gant an Alamaned e mizioù Even ha Gouhere 1944.
- Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
- Drouklazhet e voe 41 rezistant hag ugent den nann-soudard etre Mae hag Eost 1944 e-tal an nijva gant ar Wehrmacht[7].
Lannuon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1961 e voe staget kumun Servel ouzh kumun Lannuon.
Monumantoù ha traou heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An iliz katolik, engouestloù brezhonek.
- Iliz katolik Sant Pêr, 1884-1886.
-
Ar chapel.
- Chapel Sant Negoutan, dibenn ar XIVvet kantved, XVvet-XVIIIvet kantved.
- Feunteun ar Pemp Gouli.
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[8].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Barzic a oa maer e 1837 ha Le Bricquir e 1860[10].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Antoine Calloët de Kerbrat, penn alvokad e Kambr ar C'hontoù Breizh e 1624
- Gabriel Calloët de Kerbrat, penn alvokad eKambr ar C'hontoù Breizh e 1642
- Gabriel Calloet-Kerbrat, bet ganet e Kerbrat, gounezoniour ha skrivagner katolik breizhat er XVIIvet kantved.
- Per Bourdellez, ganet eno e karter Belleger.
- Juluen Sklison, beleg eno eus 1936 betek 1945.
Ardamezeg ar familhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]de Barac'h,
Aotrounez Kerzon |
En argant e varc'h distern ha skoelf en sabel (siell 1306). Neuz all : en gul e deir sourin en aour. | |
Calloët,
Aotrounez Kerbrat |
En aour e dreustell en glazur leinet gant ur voualc'henn ivez en glazur
Sturienn ː Advise toi. | |
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- ↑ (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez.. An Here. 1995
- ↑ (fr)lec'hienn ar gazetenn Le Trégor, (fr)Ouest-France 2014-05-23
- ↑ (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)ABSA
- ↑ (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Cassini EHESS
- ↑ (fr)Société d'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 91 ha 310
- ↑ (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014