Juluen Sklison

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Golo ar romant An Tornaod (1935).

Juluen Sklison (Julien Hyacinthe Joseph Marie Clisson en ti-kêr), ganet e Plistin (Aodoù-an-Hanternoz, Breizh) d'an 19 a viz Kerzu 1883[1] ha marvet e Lannuon (Aodoù-an-Hanternoz) d'ar 24 a viz Meurzh 1945 (person Servel e oa d'ar c'houlz-se), a oa un den a iliz hag ur skrivagner brezhoneg.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget gant e studioù e skol ar frered e Plistin ez eas da gloerdi bihan Landreger (Aodoù-an-Hanternoz) a-raok mont da gloerdi bras Sant-Brieg (Aodoù-an-Hanternoz). Beleget e voe d'ar 5 a viz Here 1907 hag anvet da gure e Lanvaeleg (Aodoù-an-Hanternoz) kenkent ha 1908. Kemer a reas perzh er Brezel-bed kentañ hag eñ gloazet e Mouilly (Meuse) e 1918. Distro d'e gorn-bro e voe anvet da gure e Landreger e 1919 kent mont da berson da bPlounerin (Aodoù-an-Hanternoz) e 1927. E 1929 e voe kaset da Servel, ur gumun gozh e-kichen Lannuon, e-lec'h ma chomas betek e varv.

Ar skrivagner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Forzhig a bennadoù liesseurt — barzhonegoù, kanaouennoù ha kantikoù — a voe savet gantañ, bet embannet e kelalouennoù ar mare evel Arvorig, Breiz ha Kroaz ar Vretoned. Meur a anv-pluenn en devoa bet, ar re anavezetañ eo "Paotr Juluen" ha "Gour-Na-Gil" e-touez "Abistin", "J.C.", "P.C.P.", "P.J.", "Menez Laouenan Avel", "Skrilh Plounerin" hag "Ur brezoneger kozh". Daou bezh-c'hoari a voe savet gantañ :

Anavezet eo, dreist-holl, evit e romant An Tornaod, bet embannet e 1935 e Gwengamp[3] ivez.

Eñ eo ivez a gempennas pozioù Kantik Zant Ervoan, bet savet gant an Aotrou Jean François Le Pon (1848-1898) kent. Graet e voe kement-se pa oa Juluen Sklison kure e Landreger : astennet gerioù ar c'hantik gantañ e voe embannet Kantik Zant Erwan e-barzh al levrig Recueil de Cantiques A SAINT YVES e 1936 (LES PRESSES BRETONNES - SAINT-BRIEUC).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Akt ganedigezh Juluen Sklison, dielldi Aodoù-an-Arvor
  2. Moullerez, 4, ru ar C'hastell.
  3. Éditions d'Arvor.