Kantikoù da Sant Erwan
Daou gantik, da vihanañ, a zo anvet Kantik da Sant Erwan pe Kantik Zant Ervoan.
Kantik Zant Ervoan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa bet gerioù ar c'hantik Zant Ervoan, a grog gant N'en euz ket enn Breiz, N'en euz ket unan, gant an aotrou Jean François Le Pon[1] da gentañ-penn, hag eñ kelenner e kloerdi bihan Landreger (1874-1883) ha kure hec'h iliz-veur da c'houde (1883-1891).
Azasaet en devoa ton unan eus koshañ gwerzioù ar Barzaz Breiz, Lez-Breiz[2] an anv anezhi : sinet e voe an imprimatur gant an eskob Eugène Bouché (1828-1888) d'an 18 a viz Mae 1883.
E penn-kentañ miz Mae 1794, e-pad an Dispac'h Gall, e oa bet drastet iliz-veur Landreger ha distrujet[3] bez Erwan Helouri gant ur batailhon soudarded c'hlas eus Étampes. Meneget en devoa ar skrivagner brezhonek Lan Inisan (1826-1891) an darvoud-mañ e kentañ levrenn e romant Emgann Kergidu (1877) : "Ker buan e voe klasket binviachoù, ha bolz sant Ivon ne zaleas ket da vezañ freuzet ha bruzunet." (Al Liamm, trivet embannadur 1977, pajenn 30). Savet e oa bet ar monumant gant an dug Yann V (1389-1442) evit enoriñ an den sant.
Setu ma voe graet e soñj gant an aotrou 'n eskob Bouché, genidik eus Rostrenn, da adsevel ar bez disakret, harpet ma oa gant an istorour breizhat Arthur de La Borderie (1827-1901). Benniget e voe ar maen kentañ anezhañ d'an 19 a viz Mae 1886. Diwar daou boz warn-ugent ar c'hantik savet gant Le Pon e oa daouzek gouestlet d'ar bez nevez da vezañ savet. Lakaet d'ar 6 a viz Gwengolo 1888 ne voe ket an aotrou Bouché evit arvestiñ ouzh al lid-digeriñ dre ma'z eas da Anaon d'ar 4 a viz Mezheven e Landreger, siwazh dezhañ. Nullet e voe ar gouel : ret e voe gortoz anvidigezh an eskob nevez, ar pezh a voe graet d'an 28 a viz Eost 1889. Berraet e voe ar c'hantik da driwec'h poz[4] a-benn lid-digeriñ nevez an 9 a viz Gwengolo 1890 hag an hini a veze graet Laouenanig Zant-Ervoan anezhañ a voe anvet da chaloni-enor gant an aotrou Pierre-Marie Fallières[5], eskob Sant-Brieg ha Landreger, e dibenn an tri devezh gouelioù. Embannet e voe dindan stumm ur follenn-nij, e ti an intañvez ar Flem e Landreger.
Adkempennet e voe Kantik Zant Ervoan hag astennet e bozioù gant Juluen Sklison, kure e Landreger, hag embannet e 1936 el levrig Recueil de Cantiques A SAINT YVES (LES PRESSES BRETONNES - SAINT-BRIEUC), Kantik Zant Erwan e ditl ar wech-mañ. An doare-mañ eo a vez kanet c'hoazh hiziv an deiz.
Lenn a c'heller un doare all war lec'hienn Eskopti Sant Brieg ha Landreger (Kantik Sant Erwan), gwall souezhus gerioù kentañ ar c'hantik :
Nann, n’eus ket e Breizh, nann, n’eus ket unan Nann, n’eus ket ur sant, evel sant Erwan Nann, n’eus ket ur sant, evel sant Erwan
Emichañs e oa bet gwallgomprenet gant saver ar gerioù-se stumm nac'h kozh Treger "N'en euz ket enn Breiz, N'en euz ket unan" a gaver er reoù orin. Displeget e oa bet kement-se gant person kozh Landreger Yann Talbot (1940-), gant kalz a vousfent, en ur filmig hag a c'heller gwelet war al lec'hienn KAOUENN.net : Kantik brudet sant Erwan ha fentigelloù, gant Yann Talbot, 31 a viz Mae 2009..
An hevelep gerioù a c'haller kavout e-barzh unan eus an danevelloù gant Anjela Duval, Pardon Sant Erwan an titl anezhi :
« Ya, ya, ur pardon kaer, » a soñje Emari. 'N em ankouazh a reas memes da ganañ
ivez da heul ar prosesion gant e vouezh izel raoulet. Eñ hag en devoa bet biskoazh
klevet den ebet anezhañ o kanañ er gêr.
Na 'n eus ket e Breizh Na'n eus ket unan Na'n eus ket ur sant
Evel sant Erwan.[6]
Ar pozioù (embannadur 1936)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- N'an neus ket e Breiz, n'an neus ket unan,
- N'an neus ket eur Zant, evel Zant Erwan (Diou wech).
- N'an neus ket er vro, dre-holl e lerer,
- Hag a ve ken mat 'vit al labourer.
- 'Neus ket kaerroc'h skouer d'an dud a lezenn,
- Evit zant Erwan, skouer ar veleien.
- Ha d'ar bevein gaez, ha d'an dud a boan,
- N'an neus ket gwelloc'h evit zant Erwan.
- 'Neus ket eur chapel, hen beder enni,
- Gant mui a galon 'vit er Vinihi.
- Mar fell d'ac'h an tu da gât ho mennad,
- Pedet zant Erwan, ha pedet ervat.
- Pegen mat pedi, pa ver trubuilhet,
- Elec'h ma pedas, ar Zant binniget.
- Pegen brao pleustri an douar zantel,
- Bet pleustret gwechal gant Zant Breiz-Izel ?
- Eus a Gêrvarzin, stok d'ar Vinihi,
- E oa ginidik Erwan Helouri.
- Eno e c'hanas eun devez hon zant,
- Er bla daouzek kant tri hag hanter-kant.
- Epad e vue, eur shouer[7] 'vit an holl,
- Bevomp eveltan, n'efomp ket da goll.
- D'e hanter-kant'la, e varvas neuze,
- Hag a denn-askel, d'an Nenv e ine.
- N'an eus ket e Breiz, eun Iliz ken kaer,
- Hag e Iliz-veur e kêr Landreger.
- Evit Zant Tual, hon Zad binniget,
- Dre urz zant Erwan, ec'h eo bet savet.
- Goude e varo, e gorf archedet,
- En e Illiz-Veur, a oe douaret.
- Eur bobl tud, bemde, adaleg neuze,
- Deuas war e ve da bedi Doue.
- Ha n'eo, ket hep mar, rak 'neus ket er vro,
- Eur be 'ne gwelet mui a vurzudo.
- Yan V, duk a Vreiz, 'vit hen enori,
- Kaeraas e ve d'Erwan Helouri.
- Ar be dismantret 'kerz an Dispac'h Vras,
- 'Zo bet hadsavet, kaerroc'h 'vit biskoaz.
- Eskob Zant Erwan, An Otrou Bouché,
- Hen eo a reas adsevel ar be.
- Ma neus keut eur zant evel zant Erwan,
- Kaerroc'h 'vit e ve, n'an neus ket unan.
- E miz Mae, bep'la, ve eur pardon kaer,
- Pardon zant Erwan, e kêr Landreger.
- Plijout d'hon zant braz, neb a fell d'ean,
- A dle war e ve dont da zaoulinan.
- Deut 'ta, Kristenien, deut da Landreger,
- Ha ne gollfet ket, zur mai[9], hoc'h amzer.
- Deut da Landreger, bet er Vinihi,
- E c'hoarzo diwac'h Erwan Helouri.
- Deut holl da bedi Erwan Kêrvarzin,
- Hag e ve red d'ac'h dont war ho taoulin.
- A bep korn ar Vro, kentoc'h a bep ti
- War be zant Erwan, deut holl da bedi.
- Hag eur vech ma po, gant kalon pedet,
- En Nenv, gant Erwan 'vefet selaouet.
- Pedomp Bretoned, pedomp zant Erwan,
- Brasoc'h zant 'vitan n'an n'eus ket unan.
Kantik da Sant Erwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hantik all zo ivez
- Aotrou Sant Erwan benniget,
- Enor ha skoazell hon bro,
- An neb ho ped en deus bepred
- Un difennour en neñvou.
- 1. En hon touez, eus a Sant Erwan
- Bras eo or madoberou ;
- O soñjal enno pep unan
- A wir galon lavaro.
- 2. En neñvou 'vel war an douar
- Sant Erwan 'zo galloudus,
- Hag e galon, d'an neb e gar,
- ' Zo mat ho trugarezus.
- 3. Ar vamm pe laver ur bedenn
- Da Sant Erwan beure-noz,
- Kalon he mab 'vel ur rozenn
- 'Dro war-du ar Baradoz.
- 4. An devezhour, an den a boan,
- Bemdez kent mont d'e zevezh,
- Mar deu da bediñ Sant Erwan,
- A gano gant levenez :
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bet ganet e Plourivoù (Goueloù, Aodoù-an-Hanternoz, Breizh) d'ar 24 a viz Gouere 1848 hag aet da Anaon e Plougouskant (Aodoù-an-Hanternoz) d'ar 25 a viz Mezheven 1898.
- ↑ Diwar-benn Morvan, roue Breizh e dibenn an VIIIvet kantved.
- ↑ D'ar 4 a viz Mae.
- ↑ Ne chome nemet ar pevar foz kentañ heñvel ouzh reoù 1883.
- ↑ Ur c'henderv d'ar politiker gall Armand Fallières (1841-1931).
- ↑ Oberenn glok Anjela Duval, Mignoned Anjela 2005, Eil embannadur reizhet, pajenn 818.
- ↑ Vi-koukoug ; skouer eo ar ger.
- ↑ Vi-koukoug ; Gêr eo ar ger.
- ↑ Vi-koukoug ; mat eo ar ger.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Georges Provost ha Jean-Christophe Cassard, Saint Yves et les Bretons: Culte, images, mémoire (1303-2003), Presses universitaires de Rennes, miz Gouere 2015.
- Fañch Morvannou, Les cantiques de saint Yves (lenn enlinenn)