Plourivoù
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Plourivoù | ||
---|---|---|
![]() Maner Traou-Nez | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plourivo | |
Bro istorel | Bro-Sant-Brieg (Goueloù) | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Pempoull | |
Kod kumun | 22233 | |
Kod post | 22860 | |
Maer Amzer gefridi | Véronique CADUDAL 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 269 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 80 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 1 m — brasañ 100 m | |
Gorread | 28,35 km² | |
kemmañ ![]() |
Plourivoù (distaget: [pluˈriˑu]) a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Oueloù, e kanton Pempoull, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Xvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E Plourivoù e voe trec'h Alan Varvek war ar Vikinged e 936.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 88 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,82% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas seitek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [3].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: daou soudard a varvas.
- Brezel Aljeria: ur soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kroazioù eus ar Grennamzer uhel.
- An linenn hent-houarn etre Pempoull ha Gwengamp a dremen a-hed aber an Trev dre ar gumun. Gellout a reer mont gant an tren adalek 3 arsav er gumun: Frinaoudour, Traou-Nez ha Lanserv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Termenet eo dreist-holl gant e uhelder bras a-walc'h da geñver Bempoull, e daou dakad kêriekaet pennañ (ar bourk ha Penc'hoad), e div draoñienn gant ar stêrioù Leñv, er su, hag aber an Trev (lez dehoù), ha gant ar c'hoadeier Penc'hoad-Lanserv a 600 hektarad perc'hennet gant Mirerezh an arvor.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 9 a viz Du 2015 e oa bet votet emezelañ d'ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 28 a viz Meurzh 2019 e oa bet roet d'ar gumun al label a live 1 eus ar garta Ya d'ar brezhoneg.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marsel Kachin a oa ur politikour breizhat, rener ar gazetenn gomunour L'Humanité e-pad un hanter-kantved, dilennet d'ar Vodadeg Vroadel c'hall, 20 a viz Gwengolo 1869. E vamm a oa eus Plourivoù hag un ti en doa an aotrou Kachin e Lanserv.
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann Frañsez ar Pon, den-a-iliz bet savet gerioù Kantik Sant Erwan gantañ, 24 a viz Gouere 1848.
- Mona Sohier, merc'h Yann Sohier, istorourez ha skrivagnerez hag a sin gant hec'h anv pried "Mona Ozouf", ganet e 1931
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann Sohier, skolaer ha difenner ar brezhoneg er skol, 21 a viz Meurzh 1935.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Raoult, maer (2008-), kuzulier war al labour, bremañ war e leve
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Cill na Mullach | 1998 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Lec'hienn ofisiel ar gumun
- (fr) Plourivoù war lec'hienn ar gumuniezh-kumunioù
- (br) Plourivoù war lec'hienn Geobreizh