21 Meurzh
Neuz
(Adkaset eus 21 a viz Meurzh)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Devezh kentañ an Nevezamzer en Hanterzouar an Norzh eo an 21 a viz Meurzh (ha devezh kentañ an Diskar-amzer en Hanterzouar ar Su).
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1793 : krog ar chouanerezh e Peuñvrid, kaset gant Amateur-Jérôme de Boishardy.
- 1941 : embannet niverenn gentañ ar gazetenn La Bretagne e Roazhon.
- 1960 : Lazhadeg Sharpeville : e Sharpeville, e Suafrika e tenn ar polis war ur vanifestadeg a-enep an apartheid ; 69 den zo lazhet.
- 1990 : dizalc'hiezh Namibia.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1685 : Johann Sebastian Bach, sonaozour alaman.
- 1806 : Benito Juárez, prezidant Mec'hiko.
- 1839 : Modest Mousorgskiy, pianoour ha sonaozour rusian.
- 1863 : George Latimer Bates, naturour stadunanat.
- 1886 : Oscar Traynor, politikour ha dispac'hour iwerzhonat ezel eus Fianna Fáil.
- 1920 : Éric Rohmer, den a sinema (aktour, filmaozer, produour, saver senario) gall.
- 1945 : Henrik Nordbrandt, skrivagner danat.
- 1955 : Herve Kerrain, stourmer breizhat.
- 1951 : Plantu, goaptresour gall.
- 1960 : Ayrton Senna, blenier Formulenn 1 brazilian.
- 1967 : Carwyn Jones, kentañ ministr Kembre.
- 1971 : Pieter Claesen, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1980 : Ronaldinho, melldroader brazilian.
- 1991 : Antoine Griezmann, melldroader etrebroadel gall.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 543 pe 547 : Benead Norcia, sant katolik italian.
- 1805 : Jean-Baptiste Greuze, livour ha tresour gall.
- 1843 : Guadalupe Victoria, prezidant Mec'hiko.
- 1935 : Yann Sohier, skolaer ha difenner ar brezhoneg er skol.
- 1978 : Cearbhall Ó Dálaigh, prezidant Republik Iwerzhon (1974–1976).
- 2013 : Chinua Achebe, skrivagner saoznek eus Nigeria.
- 2006 : Margaret Ewing, politikourez skosat.
- 2021 : Nawal El Saadawi, skrivagnerez ejiptat.
- 2022 : Yvan Colonna, broadelour korsikat.
Lidoù ha darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Devezh etrebroadel evit reiñ lamm d'an droukziforc'h graet en abeg da ouenn an dud.
- Devezh an drizomiezh 21 er bed.
- Namibia: Devezh an Dizalc'hiezh.
- Deiz kentañ ar bloaz en Iran (Norouz), Kurdistan (Newroz) ha broioù all c'hoazh en Azia.