Carwyn Jones

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Carwyn Jones.jpg

Carwyn Jones zo ur politikour kembreat ha kentañ ministr Kembre eo abaoe miz Kerzu 2009.

Ganet e voe d'an 21 a viz Meurzh 1967 en Abertawe. Goude studioù e skol-veur Aberystwyth en deus labouret evel breutaer. Kembraeger eo. Ezel eo eus Bodadeg Vroadel Kembre abaoe 1999, dilennet e pastell-vro Pen-y-bont ar Ogwr. D'ar 1añ a viz Kerzu 2009 e oa bet dilennet e penn Strollad al Labour e Kembre, e-lec'h Rhodri Morgan en doa roet e zilez, ha d'an 9 a viz Kerzu e oa deuet da vezañ Kentañ ministr Kembre, an trede den er post-se abaoe 1999.