George Latimer Bates
Neuz
George Latimer Bates[1], bet ganet d'an 21 a viz Meurzh 1863 en Abingdon (Illinois, Stadoù-Unanet Amerika) hag aet da Anaon d'an 31 a viz Genver 1940 e Chelmsford (Kontelezh Essex, Bro-Saoz), a oa un naturour stadunanat hag en devoa pleustret war an evnoniezh.
Listenn al laboused studiet gantañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D : Dendrocoptes dorae[2],
- M : Melichneutes robustus,
- T : tourako Bannerman (Tauraco bannermani).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ober a reer gant ar berradur Bates e metoù al loenoniezh.
- ↑ A-gevret gant Norman Boyd Kinnear.