Oscar Traynor
Oscar Traynor, ganet d'an 21 a viz Meurzh 1886 ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 1963, oa ur politikour hag un dispac'hour iwerzhonat ezel eus ar Fianna Fáil.
Oscar Traynor a zo bet ganet en ur familh a vroadelourien e Dulenn, e lec'h ma oa bet desket gant ar Christian Brothers. E 1889 e krogas da labourat evit John Long, ur c'hizeller koad brudet er mare-hont, ha kregiñ a reas da zeskiñ ar vicher gantañ. C'hoariñ a rae mell-droad, ha beajiñ a reas e Europa gant skipailh ar Celtic eus Belfast.
Traynor a zeuas da vezañ un ezel eus an Irish Volunteers, ha kemer a reas perzh en emsavadeg Pask e 1916. Ur wech harzet goude an emsav, e voe toullbac'het e Bro-Gembre. E-pad ar brezel dizalc'hidigezh e teuas Traynor da vezañ brigader en ur bagad-stourm eus an Irish Republican Army e Dulenn, ha kemer a reas perzh en argad ar Custom House e 1921. Pa darzhas ar brezel diabarzh e miz Even 1922 e savas Traynor a-du gant ar republikaned. Bagad-stourm Dulenn en em zisrannas, met kalz eus e izili a heulias Michael Collins hag ar strolladoù broadelour. Traynor hag un nebeud republikaned a glaskas sikour an emsavidi a oa o lakaat seziz war ar Four Courts en ur dagañ soudarded ar Free State dre O'Connell Street. Dont a rejont a-benn da enebiñ ouzh ar Free State Army e-pad ur sizhunvezh a-raok tec'hout kuit. Goude-se ec'h aozas Traynor taolioù guerrilla e Su Dulenn hag e kontelezh Wicklow. Met harzet e voe e miz Gwengolo ha toullbac'het betek fin ar brezel.
D'an 11 a viz Meurzh 1925 e voe dilennet en Dáil Éireann evel ezel eus ar Sinn Féin evit Norzh Dulenn, met ne gemeras ket e garg abalamour da bolitikerezh ezvezañs a oa gant ar strollad Sinn Féin. Addilennet e voe e-pad dilennadegoù miz Even 1927, hag ur wech c'hoazh ne gemeras ket e garg, met asantiñ a reas da zisoc'hoù an dilennadegoù-se. Hag e 1932 e voe dilennet evel dileuriad evit ar Fianna Fáil evit Norzh Dulenn, ur wech c'hoazh.
E 1936 e voe lakaet da vaodiern ar post hag ar pellskriverezh. E 1948 e teuas da vezañ prezidant kevredigezh ar vell-droad ouezelek, ur garg hag a zalc'has betek e varv. Diwezhatoc'h e voe anvet da vaodiern ar gwareziñ broadel e-barzh kalz gouarnamantoù aozet gant ar Fianna Fáil, ha goude-se ez eas da vaodiern ar justis a-raok ma'z afe war e leve e 1961.
Oscar Traynor a varvas d'ar 15 a viz Kerzu 1963 e Dulenn pa oa 77 vloaz.