Emsavadeg Pask
Emsavadeg Pask (iwerzhoneg: Éirí Amach na Cásca, saozneg: Easter Rising) a oa bet un emsavadeg a grogas en Iwerzhon da vare Pask 1916.
An emsavadeg a oa aozet gant an emsaverien republikan da zistagañ o bro diouzh Bro-Saoz diwar-bouez an armoù pa oa Breizh-Veur oc'h en emgannañ war douar-bras Europa. Embann a rejont e oa "British difficulty is irish opportunity". An emsavadeg vrasañ e oa en Iwerzhon abaoe emsavadeg 1798. Padout a reas an emsavadeg, a oa aozet dreist-holl gant an Irish Republican Brotherhood, eus Lun Fask, d'ar 24 a viz Ebrel 1916 betek an 30. Izili eus an Irish Volunteers, renet gant Padraig Pearse, harpet gant an Irish Citizen Army renet gant Séamas Ó Conghaile a lakaas o dalc'h war savadurioù 'zo e lec'hioù strategek e Dulenn hag a embannas krouidigezh Republik Iwerzhon, dizalc'h diouzh Bro-Saoz. Dister e voe taolioù an emsavadeg er peurrest eus ar vro ha c'hwitañ a rejont nemet en Cill Dhéagláin, e Kontelezh Mí. Mouget e voe an emsavadeg goude c'hwec'h devezh emgann. Kaset e voe he fennoù dirak al lez-vrezel, barnet d'ar marv ha lazhet. Dont a reas a-benn an emsavadeg avat da zegas en-dro republikanouriezh Iwerzhon e-kreiz al leurenn bolitikel er vro. Nebeutoc'h evit tri bloaz goude, e miz Genver 1919, e oa aozet an Dáil kentañ ha diazezet da vat Republik Iwerzhon gant stourmerien an emsavadeg chomet bev.
E 2016 eo bet embannet gant Aleksandr ar Gall e Mouladurioù Hor Yezh un dastumad skridoù liesseurt diwar-benn an Emsavadeg en istor Iwerzhon hag he heklevioù e Breizh, dindan an titl Hep frankiz peoc'h ebet. Disklêriadur ar gouarnamant da-c'hortoz a gaver ennañ troet e brezhoneg.