Yvan Colonna

Eus Wikipedia
Poltred berrdres Yvan Colonna
Liberta per Yvan : giton o c'houlenn frankiz evit Yvan Colonna gant ar Ghjuventù Indipendentista.

Yvan Colonna, lesanvet le berger de Cargèse gant mediaoù Bro-C'hall, ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1960 en Aiacciu (Korsika) ha marvet d'ar 21 a viz Meurzh 2022 e Marsilha, a oa un emsaver broadelour korsikat.

Lakaet e oa bet da gablus ha kondaonet d'an toull-bac'h da viken evit muntr ar prefed Claude Érignac, sevenet d'ar 6 a viz C'hwevrer 1998 en Aiacciu ; derc'hel a rae da lavaret ne oa ket kablus [1].

Er c'homa e voe goude bezañ bet taget gant ur prizoniad all islamour [2] ha d'an 2 a viz Meurzh 2022 e chome e stad marv en empenn. Re abred e voe embannet e varv gant ar media gall[3], pa varvas Y. Colonna d'an 21 a viz Meurzh.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]