Benead Norcia
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | talvoud dianav |
Anv-bihan | Benedetto |
Deiziad ganedigezh | 3 Meu 480 |
Lec'h ganedigezh | Norcia |
Deiziad ar marv | 23 Meu 547 |
Lec'h ar marv | Abati Montecassino |
Breur pe c'hoar | Scholastica |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin, italianeg |
Micher | skrivagner, theologian, religious |
Tachenn labour | Doueoniezh, monkish life |
Karg | abbot of Monte Cassino, founder of Catholic religious community |
Bet studier da | Romanus of Subiaco |
Relijion | kristeniezh |
Urzh relijiel | urzh Sant Benead |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 11 Gouere, 21 Meurzh, 14 Meurzh, 11 Gouere |
Oberennoù zo en dastumad | Victoria and Albert Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Sant Benead Norcia, pe Nursia e latin, a oa ur beleg hag a savas reolennoù nevez d'ar vanac'hegezh kristen er Vvet kantved. Anvet eo ivez sant Benead gant ar gatoliked hag an Iliz reizhkredennek. N'anavezer ket mat e vuhez pe n'eus nemet Kendivizoù sant Gregor Bras evit he deskrivañ, un daou c'hant bloaz goude. Goude bezañ bet abad ul leandi kelligel e Subiaco e tiazezas ur seurt manac'herezh nevez e Monte Cassino e-lec'h ma lakaas sevel ur manati brudet. Sevel a reas Reolenn sant Benead a reas berzh bras en Europa a-bezh.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar skrid sant Gregor e c'heller divinout e c'hellfe bezañ bet ganet Benead war-dro 480 e Norcia en ur familh noblañsed a oa hec'h annez ordinal e Roma. Ur c'hoar c'hevell a oa dezhañ hervez sant Beda, santez Skolastika hec'h anv. Dilezel a reas e studioù war-dro e c'hwezek pe driwec'h bloaz pa sante ne oa ket ar studi un hent evit mont d'ar santelezh, un hent evit kouezhañ en islonk a grede-eñ kentoc'h. Gant ar garantez e nefe santet evit ur vaouez e vije bet strafuilhet ivez.
War-dro 519 e kejas gant ur manac'h, Romanus,hag e oe kendrec'het gantañ kemer un dilhad burell ha mont da benitiour en ur c'hev e-lec'h e reseve un tammig boued ur wech an amzer degaset gant e vlenier.
Pa voe strewet ar brud e oa ur burzhuder anezhañ e teuas menec'h Subiaco da broviñs Ombria, evit goulenn ma 'z afe da abad o manati. Siwazh e trenkas an traou etrezo ken e klaskas un nebeud leaned e lazhañ gant bara binimet.
An abad brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ dilezet e venec'h direizh e kreskas e vrud diouzh ar burzhudoù niverus a veze roet keloù eus outo. evel a reas e traoñienn Subiaco (traoñienn ar stêr Aniene) trizeg aabati gant daouzeg manarc'h hag un abad enno. Evit kaout un aozadur efedusoc'h ha bleniañ ar venerc'h war hent servij Doue e skrivas ur reolenn. (gwelit pelloc'h). Mervel a reas en abati Monte Cassino e proviñs Frosinone e Su Ombria. En XIIvet kantved e voe savet e Subiaco un abati bras dediet da eñvor sant Benead, hini ar Sacro Speco.
Reolenn sant Benead evit kondu ar venec'h hag an abaded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa en abati Monte Cassino e savas sant Benead ur reolenn ("Regula") e latin gant 73 mellad enni evit termeniñ buhez relijiel ha nan-relijiel ar venec'h ha meradur an abatioù. Kemeret en doa un harp war reolennoù sant Yann Gasian ha sant Vazil. Muioc'h eget an hanter a bled gant kondu ar venec'h evit mont da skol Doue hag petra ober e-keñver ar venec'h direizh, ur c'hard a zo evit reolennoù an azeuliñ, un degved evit aozadur an abati hag penaos dibab ar pennoù hag un degved all evit termeniñ kondu reizh an abad. Dre vras e veze rannet deizioù ha nozioù asambles etre teir rann : hini an azeuliñ hag ar bedenn, hini al labour evit ar manati hag hini ar c'housket. Dre ma lakae ur pouez bras a-walc'h war al labour, sant Benead a ginnige un hent evit ur mont en dro ingal ken e c'helle an abati tennañ frouezh eus e c'hlad, douaroù peurvuiañ hep ankounac'hat ar produioù a c'hellfe bezañ fardet diwar ijinerezh ar venec'h evito hag evit bezañ gwerzhet.
Berzh an abatioù beneadad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa kinnige reolenn sant Benead ur c'hempouez etre ar gred hiniennel hag ar vuhez a-stroll koulz ar c'hempouez etre ar vuhez hervez ar relijion hag al labour. Plijout a reas ar reolenn da Hilberzh Iañ hag e reas-eñ an urzh da sevel abati Sant-Jerman-war-ar-prajoù e Pariz war-dro 540. Pelloc'h e oe savet an abatioù bras-mañ :
- Abati Salzbourg (Aostria) savet e 714
- Abati Prüm (Alamagn) savet e 721
- Abati Fulda (Alamagn) savet e 744
- Abati Sant-Gall (Swis), lakaet dindan reolenn sant Benead e 747 (diazezet e 612)
- Abati Brantôme (Bro-C'hall), savet war atiz Karl Veur e 769
- Abati Sant-Gwenole Landevenneg lakaet dindan reolenn sant Benead e 818
- Abati Vézelay (Bro-C'hall) savet e 861
- Abati Cluny savet war-dro 910
- Abati Kêrgent (Bro-Saoz), lakaet dindan reolenn sant Benead war-dro 960
- Abati Melk (Aostria) savet e 1089
- Abati Cîteaux (Bro-C'hall), savet e 1098
- Abati Clairvaux (Bro-C'hall), savet e 1115
- Abati nevez Menez Cassino (Italia), savet e 1408
- Abati Santez-Maria-an-Drugarez e Istanbul, e karter Galata, lakaet dindan reolenn sant Benead e 1427
- Abati Sant-Maur savet e 1621. Dre urzh ar Roue gall Loeiz XIV e vodas dindan e veli an abati-se an holl genvreuriezhoù beneadad e Bro-C'hall
Urzh ar beneadezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant Benead, patrom Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet eo sant Benead evel ur sant koulz gant an Iliz Katolik Roman hag an Ilz Reizhkredennour. Gwelet e vez gant lod ar gristenien evel patron Europa.