Noz

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Nótt, doueez an Noz e mojennoù Lec'hlenn

An noz pe an nozvezh eo ar c'houlz pa vez an Heol a-is d'an dremmwel, gwelet gant un arvester war an Douar; gwelet diouzh an egor eo al lodenn eus an Douar ha n'eo ket sklêrijennet gant an Heol, en deñvalijenn emañ al lodenn-se eta. Treiñ a ra an Douar war e ahel dindan 24 eurvezh, neuze e vez bepred an hanter anezhañ sklêrijennet gant an heol p’emañ an hanter all en “disheol”. Ar prantad kontrol d'an noz eo an deiz (pe an "devezh" ha ar ger-se a zo evit chom hep meskañ gant ar ger "deiz" pa vez ar gaoz war ar prantad 24 eur). Eurioù deroù ha diwezh an deiz a zepant eus meur a abeg (koulz-amzer, ledred, hedred ha takad eurioù).

Padelezh ha lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou dra a zo kaoz d'an nozioù da vezañ berroc'h eget an deizioù.

  • N'eo ket an Heol ur poent, met un draezhenn fetis gant ur vent hervez ar gwel a zo dezhi 32 vunutenn;
  • Dasskedet eo gouloù an Heol gant an aergelc'h ken e c'hell tizhout an douar p'eo aet an astr bras dindan an dremmwel 34 munutenn izeloc'h

Pa vez ouzhpennet an daou fenomen e c'heller kompren eo aet an Heol war-dro 50 munutenn izeloc'h pa 'z eus gouloù o skeiñ an douar c'hoazh. Ma ne vije an daleoù-se e vije padelezh an noz a-blom gant hini an deiz en degouezh an div gedez kedez an Nevezamzer ha kedez an Diskaramzer, ar momedoù m'emañ an Heol o tremen a-us d'ar c'heheder.
Evit gwir, e mare ar c'hedezioù, e pad an deiz 14 munutenn nebeutoc'h er c'heheder hag un tammig muioc'h en ahelioù. Er goursav-heol hañv e vez an noz en he berrañ hag er goursav-heol goañv en he hirañ.

Relijionoù ha gwengeloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Night, gant Edward Burne-Jones, 1870


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Noz er
wikeriadur, ar geriadur frank.