Mont d’an endalc’had

Nyks

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Niks)
Nyx e München

Nyks (henc'hresianeg : Νύξ / Nýx "Noz" ; latin ; Nox, heñvelster) a oa doueez an Noz e mojennoù Henc'hres. Merc'h e oa da C'haos, doue ar Goullo kezivik ; he breur ha pried e oa Erebos, doue an Deñvalijenn. Hervez Theogonia Hesiodos e oant an doueed kentañ o tont eus ar C'haos[1]. E deroù an Hollved edo Nyx eta.

Diskennidi Nyks

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Theogonia Hesiodos, Fabulae Hyginus ha De natura deorum Cicero eo ar mammennoù pennañ.

Theogonia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ listenn bugale Nyks, en urzh Theogonia Hesiodos.

Diwar he darempredoù gwadorgedus gant he breur Erebos[2]
  • O mab Aither (Αἰθήρ / Aithếr), rann uhelañ ha skedusañ an oabl.
  • O merc'h Hemera ( Ἡμέρα / Hêméra), sklêrijenn an deiz.
En he unan[3]
  • Moros (Μόρον / Móros), an Tonkad marvus.
  • Ar Ger zu (Κῆρα μέλαιναν Kèra mélainai), ar Marv Feuls.
  • Thanatos (Θάνατος / Thánatos), ar Marv.
  • Hypnos ( Ὕπνος / Húpnos), ar C'housk.
  • Meuriad an Oneiroi (φῦλον Ὀνείρων / fuloi Oneiroi), an Hunvreoù ;
  • Momos (Μῶμος / Mỗmos), ar Goapaerezh
  • Oizys (Ὀϊζύς / Oïzús), an Dienez, an Anken hag ar Glac'har
  • An Hesperidezed ( Ἑσπερίδες / Hesperídes), nimfezed ar C'huzh-Heol, ar C'hornôg.
  • An teir Moira (Μοῖραι / Moîrai), nezerezed buhezioù an dud[4].
  • Ar C'heresed (Κῆρες / kêres), merc'hed hag a hente an aervaoù da evañ gwad an dud war o zalaroù ha da gas o eneoù d'an Ifernioù ;[5]
  • Nemesis (Νέμεσις / Némesis), ar C'hastiz.
  • Apate (Ἀπάτη / Apátê), an Touellerezh.
  • Filotes (Φιλότης / Philótês), ar Garantez, ar Vignoniezh hag an Droukc'hoantegezh.
  • Geras (Γῆρας / Gễras), ar Gozhni
  • Eris (Ἔρις / Éris), an Dizunvaniezh

Fabulae ha De natura deorum

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • C'haron (Χάρων Khárôn), treizher an Ifernioù, zo lakaet da vab Nyks hag Erebos e De natura deorum ; meneg ebet en Theogonia hag er Fabulae.
  • Dolos ( Δόλος / Dólos), ar Gwidreañ, zo lakaet da vab Nyks hag Erebos e De natura deorum, da vab Gaia (Γαῖα / Gaîa pe Γαῖη / Gaîê) hag Aither e rakskrid ar Fabulae.
  • Styx (Στύξ / Stúx), un Okeanidez, eo unan eus ar stêrioù a gas d'an Ifernioù ; merc'h Nyks hag Erebos eo er Fabulae, merc'h Okeanos (Ὠκεανός / Ôkeanós) ha Tethys (Τηθύς / Têthús) e vez lakaet peurliesañ.

Pa seller ouzh roll he diskennidi e verzer e oa Nyks mamm da gement tra chalus a c'hall c'hoarvezout e buhez un den, hogen Euphroné, "Mamm ar c'huzul mat" a reas Ploutarc'hos anezhi[6].

En Hesperia, bro ar C'huzh-heol hag ar ramz Atlas edo Nyks o chom, er c'hornôg pellañ en tu all da Golonennoù Herakles (Strizh-mor Gibraltar) ; un nebeud skridoù avat a laka impalaeriezh Nykx en Εύξεινος Πόντος Euxeinos Pontos, ar "Mor Degemerus", da lavarout eo ar Mor Du.[7] En he mougev e chom e-pad an deiz, a-raok treuziñ an oabl war ur c'harr du stlejet gant pevar marc'h du.
En Henc'hres a-bezh e veze aberzhet dañvadezed pe oanezed du en enor d'an doueez[8].

Ker galloudus ha kenedus e oa Nyks ma veze doujet gant Zeus, roue an doueed. En arzoù an Henamzer e veze diskouezet Nyks evel ur vaouez o terc'hel a-us he fenn ur stign du steredennet o nijal, pe gant ur stign glas teñval hag ur flammerenn eilpennet ; a-wechoù e veze ur vaouez en noazh, divaskell un askell-groc'hen dezhi hag o terc'hel ur flammerenn. A-wechoù c'hoazh e touge ur gurunenn roz-moc'h[9] hag e veze gwisket gant ur vantell zu steredennet. Alies e veze diskouezet gant he bugale Hypnos ha Thanatos, ar C'housk hag ar Marv.[7]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Kement ha "dizurzh" e talv χάος, khaos "C'haos" ; goude ar c'haos e teu ar c'hosmos (κόσμος "Kosmos"), urzh an hollved.
  2. Gwerzennoù 123-124.
  3. Gwerzennoù 211-225.
  4. E gwerzenn 217 an Theogonia, met er werzenn 904 e lakaas Hesiodos Zeus (Ζεύς / Zeús) ha Themis (Θέμις / Thémis) da dud an teir Moira.
  5. E familh an Erinyed e vezont renket.
  6. Ploutarc'hos, Ἠθικὰ / Ethikà VII, 36 : Περί πολυπραγμοσύνης, "Diwar-benn ar ranellder"
  7. 7,0 ha7,1 Commelin, p. 19.
  8. (fr) Pastoureau, Michel (2008) : Noir – Histoire d'une couleur, Éditions du Seuil, 2014, p. 25 (ISBN 978-2-7578-4179-2)
  9. Papaver somniferum.
Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyksOfionTartaros