Tethys

Eus Wikipedia
Arabat droukveskañ gant an nereidenn Thetis, a oa mamm Akilles.

Tetis (hervez skritur ar brezhoneg), pe Tethys (hervez an henc'hresianeg Τηθύς Têthýs "magerez") a oa ar yaouankañ Titanez. Merc'h e oa da Ouranos ha Gaia, c'hoar ha gwreg da Okeanos. Mamm an Okeanidezed e oa, hag ar merc'hed-se a oa 6 000 anezho a-hervez. Gant se n'eo ket souezh e vije arouez ar vuhez en dour hag er mor.

Bep noz eo-hi an hini a ro degemer da Helios, an Heol, pa'z a da guzh. Un doueez vat eo, ha nemet mad ne ra d'an dud.