Thetis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Confusion colour.svgArabat eo droukveskañ na gant Tethys a oa gwreg Okeanos ha mamm an Okeanidezed, na gant Themis.

Yaou ha Thetis, gant Ingres (1811). "Ha hi ha kouezhañ d'an douar en e gichen, lakaat he brec'h en-dro d'e zaoulin, sevel he dorn dehou da stekiñ ouzh e elgezh, ha neuze ober he goulenn ouzh mab roueel Kronos." (Iliada, I)
Peleüs o skrapañ Thetis, tu a-raok ur pelike atikat dremmoù ruz warnañ, hervez doare Livour Leningrad, war-dro 460 kent JK, mirdi al Louvre.
Thetis gant nimfezed.

Thetis (Θέτις / Thetis e gregach) a zo un Nereidenn merc'h da Nereüs ha Doris.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Desavet e voe gant Hera. Gant Zeus hag en desped dezhi e voe dimezet da Beleüs, roue Fthia, e Thessalia.
En Ilias Homeros e tiskleir Thetis kement-mañ (XVIII, 432–435) :

« Ma-unan a-douez doueezed ar mor on bet roet gant [Zeus] da blegañ
D'un den marvel, da Beleüs an Eakid, ha lakaet daoust din
e-barzh Gwele un den marvel a vez o ruzañ en e balez
E gozhni c'hwerv. »

Homeros, IliasXVIII [1]

Hervez ur vojenn arall e oa Zeus ha Poseidon o virviñ gant ar c'hoant anezhi, met pa ziouganas Themis edo o vont da c'henel ur mab hag a vije kreñvoc'h eget e dad e voe mall war an doueed he dimeziñ d'un den ag an douar.

C'hiron, en doa desavet Peleüs, a zisplegas penaos lakaat Thetis da vont a-du ganto. Rak evel Proteüs e c'helle honnezh kemmañ he neuz pa gare evit tec'hel rak unan bennak pe en em dennañ pa veze dañjer. Peleüs eta he dalc'has start pa oa o kemm he neuz, ken e oa aet skuizh Thetis ken e prometas dimeziñ gantañ. Da zeiz an eured e oa unan a oa droug enni war menez Olympos : Eris, doueez an dizemglev, ne oa ket bet pedet. Ha hi neuze da vont ha da deurel war un daol un aval a oa evit « an hini gaerañ », ken e voe ret aozañ ur varn war Menez Ida, Barnadenn Paris.

Skoazellerez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoazell a roas da veur a zoue :

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh mab he devoa ganet, hag o-seizh e voent laket ganti en tan evit o dizober eus o natur marvel. C'hwec'h a chomas e-barzh, met Akilles, ar seizhvet, a voe saveteet gant e dad.

Goude-se e reas war-dro he mab, e klaskas diwall anezhañ rak pep droug, pa soubas anezhañ er stêr Styks, ha pa glaskas mirout outañ a vont da vrezeliñ da d-Troia, penegwir e ouie ervat e oa o vont da vervel eno.

Petra bennak ma tisplegas dezhañ petra a oa da zibab (bevañ kozh ha divrud, pe mervel yaouank ha brudet) ne voe ket selaouet.

Derc'hel a reas da skoazellañ he mab e bro Ilion : goulenn a ra digant Zeus reiñ an trec'h da dud Troia pa oa en em dennet Akilles dindan e deltenn.

Goulenn a reas digant Hefaistos goveliañ armoù nevez, pa oa bet kemeretar re gozh gant Hektor diwar gorf Patrokles. Klask a reas e zizaliañ da vont d'en em gannañ gant Hektor, diouganiñ dezhañ edo o vont da vervel, met aner e voe he c'homzoù hag he strivoù.

Teti richiama Achille dal Centauro Chirone
Pompeo Batoni, 1770
Sankt Peterbourg, Mirdi ar Peniti

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Brezhoneg diwar troidigezh c'hallek Leconte de Lisle ; troidigezhioù gallek all en-linenn.
  2. Ilias (I, 396-406)


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.