Mont d’an endalc’had

Fthia

Eus Wikipedia
An Termopiloù ("dorioù tomm"). En Henamzer, da vare emgann an Termopiloù, e oa ar mor e-lec'h m'emañ ar gourhent

Fthia he farkeier strujus ha magerez harozed[1] (henc'hresianeg : Φθίη Phthíê ; dhimotiki : Φθία Fthía) pe Fthiotida (henc'hresianeg : Φθιώτις Phthiôtis ; dhimotiki : Φθιώτιδα Fthiótidha) zo ur vro gozh en Henc'hres, e gevred Thessalia, e penn ar Pleg-mor maliak. Kêr Fthia e oa ar gêr-benn, hervez Homeros, met n'eus bet kavet roud ebet anezhi.

Eno edo pobl ar Vyrmidoned o chom. Rouantelezh an harozed Peleüs, e vab Ac'hilleüs hag e vab-bihan Neoptolemos, e oa. Bro an Termopiloù eo Fthia.

Diwar ar ger Fthiótidha eo anvet an distrig Fthiotida, a zo bihanoc'h eget Fthia an Henamzer.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Homeros, Ilias, II, 681-684 ha I, 155